Marie-Anne

Eus Wikipedia
Marie-Anne pe Marianne zo un anv poblek a deu eus kevreañ anv gallek ar Werc'hez Vari ha hini he mamm Santez Anna, poltredet amañ o-div gant al livour saoz Dante Gabriel Rossetti.

Marie-Anne, pe a-wechoù Marie Anne, pe Marianne, pe Mariane, zo un anv-badez gallek, a gaver a-wechoù e yezhoù all.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo an anv diwar stagañ an daou anv-badez gallek Marie hag Anne, daou anv boutin a-walc'h er broioù kristen betek hon amzer, anv ar Werc'hez Vari hag he mamm, ha daou anv roueel dre ma'z int bet anvioù meur a rouanez er rouantelezh c'hall : Marie de Médicis, Anne d'Autriche dreist-holl, Marie-Antoinette ivez, hep kontañ ar ribitailh priñsezed.

Evit doare e oa stank ar merc'hed anvet Marianne e dibenn an XVIIIvet kantved e-touez ar bobl vunut, ha dreist-holl war a seblant e-touez ar merc'hed diwar ar maez deuet da labourat e kêr evel mitizhien e ti ar vourc'hizien.


Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ordinal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]