Dante Gabriel Rossetti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dante Gabriel Rossetti
Poltred Rossetti gant William Holman Hunt (1853)

Dante Gabriel Rossetti (12 a viz Mae 1828 e Londrez18 a viz Ebrel 1882 e Birchington-on-Sea, ganet Gabriel Charles Dante Rossetti) a oa ul livour rakrafaelour, ur barzh hag ur skrivagner breizhveuriat, ha breur d'ar varzhez Christina Rossetti. Levezoniñ a reas arzourien luskad an arouezouriezh, ha levezonet e oa e vuhez gant e zarempredoù ouzh Elizabeth Siddal, Fanny Cornforth, ha Jane Morris.

E vuhez[kemmañ]

Mab d'ur barzh italian divroet da Londrez e oa Rossetti. Pa oa yaouank e tiskouezas e oa dedennet gant lennegezh hag arz ar Grennamzer en Italia. Fellout a rae dezhañ dont da vezañ barzh evel lod brasañ tud e familh, met a-benn ar fin e teskas livañ gant Ford Madox Brown. Darempredoù mat o doe a-hed buhez Rossetti.

Goude bezañ kejet gant William Holman Hunt e kroujont ar Vreuriezh rakrafaelour asambles gant arzourien all, e 1848.

Ouzhpenn livañ e troas hag e lakaas embann barzhonegoù gant Dante ha gant skrivagnerien italian all eus ar Grennamzer.

E sell war ar romantelezh hag ar bed dre vras a lakaas anezhañ da bellaat diouzh ar rakrafaelourien. Goude-se e voe diskaret abalamour d'un nebeud darvoudoù : e 1862 e varvas e wreg, Elizabeth Siddal hec'h anv, peogwir he doa bet re a laudanom, goue ma vije bet ganet ur bugel hag a varvas kerkent ha ganet. Dre ma ne zeue ket a-benn Rossetti da lakaat embann e varzhonegoù e touaras anezho e bez e wreg, e bered Highgate. Er memes koulz e savas e daolennoù bravañ, evel Beata Beatrix, ma tiskouez e wreg diwar batrom un dudenn avet gant Dante. Er memes koulz ivez e stagas gant an dourlivañ, hag e savas kalz poltredoù, evel hini ar c'hast Fanny Cornforth hag a blije kalz dezhañ, pe Jane Morris, gwreg William Morris, hag un darempred a voe etrezo.

E 1871 e tivizas lakaat embann e varzhonegoù goude dizouarañ anezho, ha reuz a savas kerkent, dre ma oa orgederezh ha likentez enno. Tamm-ha-tamm e tilezas al livañ merc'hed, hag en e daolennoù diwezhañ e stagas gant mojennoù Arzhur hag oberenn Dante. Diaes e voe dibenn e vuhez : ne oa ket mui dedennet gant al livañ hag ar skrivañ, ha kabac'h e teuas da vezañ. Mont a reas da chom e-unan e Birchington-on-Sea. Soñjal a rae dezhañ e oa heskinet. E-unan e varvas e 1882.

Oberennoù[kemmañ]



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Jacques de Langlade, Dante Gabriel Rossetti, Mazarine, 1985
  • Alicia Craig Faxon, Dante Gabriel Rossetti, Phaidon, 2001

Liamm diavaez[kemmañ]