La liberté guidant le peuple

Eus Wikipedia
La liberté guidant le peuple
Eugène Delacroix, 1798-1863
Eoullivadur
141 × 265 cm
Mirdi al Louvre
Pariz

La liberté guidant le peuple ("Ar Frankiz o sturiañ ar bobl") zo un eoullivadur gant al livour gall Eugène Delacroix (1798-1863) e 1830. Graet e oa evit enoriñ Reveulzi Gouere, er bloaz-se end-eeun, pa voe skarzhet ar roue Charlez X eus Bro-C'hall.

Diskouezet e oa bet d'an arvesterien e 1861 da-geñver Saloñs Pariz gant an talbenn Scènes de barricades ("Arvestoù ar bardelloù"). Goude-se e voe diskouezet e Mirdi al Luxembourg adalek 1863, ha kaset goude da Mirdi al Louvre e 1874 ; unan eus an oberennoù gwelet ar muiañ e voe eno.

Alegorienn[1] ar Frankiz eo, ha ganti eo desachet ar bobl etrezek ar bardelloù ha korfoù ar re varv, en ur zougen banniel an Dispac'h gall – ar banniel triliv, chomet banniel broadel Bro-C'hall abaoe – en eil dorn hag ur fuzuilh en egile.
Ar skeudenn-se eus ar Frankiz zo chomet evel unan eus arouezioù Bro-C'hall hag ar Republik C'hall, lesanvet Marianne.

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daolenn vras eo, graet etre Here ha Kerzu 1830. E Pariz e c'hoarvez an emsavadeg a welomp, diouzh gwelout tourioù an iliz, a denn kenañ da iliz-veur ar gêr-benn c'hall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet an oberenn war-lerc'h tri devezh emsavadeg, e Pariz, a-enep ar roue Charlez X, d'ar 27, 28 ha 29 a viz Gouhere 1830, devezhioù anvet ivez Trois Glorieuses. D'ar 25 a viz Gouhere ec'h embannas Charlez X peder ordrenañs en sell da vougañ enebiezh al liberaled. E fin an tri devezh-se e tilezas Charlez X ar galloud, ha lakaet e voe Louis-Philippe en e lec'h.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an daolenn ez eus bet awenet a bep seurt arzourien ha fentigellerien.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dammeg e Geriadur Vallée (1931), adammeg e Geriadur Ménard (2012). Tapet diwar ar ger kembraek dameg, a dalv kement ha fablenn.