Louarn ar pampa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louarn ar pampa
Graxaim-do-mato.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex gymnocercus
Fischer, 1814
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Louarn ar pampa (Pseudalopex gymnocercus) a zo ur c'higdebrer krenn e vent eus ar c'herentiad Canidae hag a vev e Suamerika.

Taolenn

[kemmañ] Doareoù pennañ

Heñvel a-walc'h eo louarn ar pampa ouzh al louarn met bihanoc'h eo ha gris ha stank eo e vlevenn. Ruzart eo e benn hag e c'houzoug. Etre 4 ha 6 kg e pouez lern ar pampa.

[kemmañ] Isspesadoù

  • P. g. antiquus
  • P. g. gymnocerus
  • P. g. lordi


[kemmañ] Annez

Kavout a reer lern ar pampa en Arc'hantina, Uruguay, Paraguay, Bolivia ha Brazil. Er pradennoù hag er c'hoadegoù emaint dreist-holl.

Tiriad louarn ar pampa

[kemmañ] Emzalc'h

O-unanig e vev lern ar pampa an aliesañ, en diavaez eus ar c'houlz-parañ. Ar par hag ar barez a ra war-dro ar re vihan asambles. Anevaled-noz pe serr-noz ez int. Debriñ a reont krignerien, raned, evned ha frouezh.

[kemmañ] Daveoù



Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet titouroù ouzhpenn diwar-benn:
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all