Pseudalopex
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur c'hulpeo
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Canidae | ||||
| Genad : | Pseudalopex | ||||
|
|||||
Ar genad Pseudalopex a zo ennañ ur strollad kigdebrerien bihan eus ar c'herentiad Canidae. “Louarn faos” e talvez e anv e gresianeg. An hini boutinañ anezho eo moarvat ar zorro gris.
Tostoc'h eo loened ar genad Pseudalopex ouzh ar chas eget ouzh al lern gwir.
Ar zorroed a vez hemolc'het en Arc'hantina evit o c'hroc'hen. Tamall e vez outo ivez tagañ an deñved, e gaou moarvat.
[kemmañ] Spesadoù
- Kulpeo, Pseudalopex culpaeus
- Louarn Darwin, Pseudalopex fulvipes
- Zorro gris, Pseudalopex griseus
- Louarn ar pampa, Pseudalopex gymnocercus
- Louarn Sechoura, Pseudalopex sechurae
- Louarn Brazil, Pseudalopex vetulus
[kemmañ] Daveoù
- Pseudalopex war Animal Diversity
- Nowak, Ronald M. (2005). Walker's Carnivores of the World. Baltimore: Johns Hopkins Press. ISBN 0-8018-8032-7
War Wikispecies e vo kavet titouroù ouzhpenn diwar-benn: