Mont d’an endalc’had

Lotar Iañ

Eus Wikipedia
Lotar Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh ar C'hornôg Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLothar, Lothaire Kemmañ
Anv-bihanLothair, Lothar, Lotharius, Lothaire Kemmañ
Titl noblañsemperor of the Occident, Roll rouaned Italia, Roue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh795 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAltdorf Kemmañ
Deiziad ar marv29 Gwe 855 Kemmañ
Lec'h ar marvPrüm Kemmañ
Lec'h douaridigezhPrüm Abbey Kemmañ
TadLoeiz an Deol Kemmañ
MammIrmingard Hespengau Kemmañ
PriedErmengarde Teurgn Kemmañ
Kompagnun(ez)Doda Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Michermonark, skrivagner Kemmañ
Kargdug Bavaria, Carolingian Roman emperor Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Lotar Iañ (Nederlandeg ha latin ar Grennamzer : Lotharius ; alamaneg : Lothar ; galleg : Lothaire ; italianeg : Lotario ; 795 - Prüm, Rheinland-Pfalz; 29 a viz Gwengolo 855), a oa mab d'an impalaer Loeiz an Deol ha d'e bried Irmingard Hespengau, ha breur da Garl Voal. Gouarnour Bavaria e voe (815-817), roue Italia (818-855), roue Frankia ar C'hreiz (840-855), hag Impalaer ar C'hornôg e voe adalek 817 betek e varv (war un dro gant e dad betek 840).

Dimeziñ a eure da Irmingard von Erstein, merc'h da Huon Elzas, kont Teurgn.

E 814 e voe roet gouarnelezh Bavaria dezhañ gant e dad Loeiz an Deol. E 817 e voe embannet an Ordinatio imperii ("Aozadur ar gouarnamant") gant Loeiz, disklêriet ennañ e oa Lotar ar pennhêr.

Bec'h a savas pa intañvas Loeiz. Addimeziñ a reas da Judit Bavaria a c'hanas ur mab, Karl, a vo lesanvet "Karl Voal". Adalek neuze e reas Judit he seizh gwellañ da lakaat he mab da impalaer.

Kaset e voe Lotar da Italia, ma kemeras kurunenn roue al Lombarded e 822 ha diazezañ e lez e Pavia. D'ar 5 a viz Ebrel 823 e voe sakret kenimpalaer e Roma gant ar pab Paskal Iañ.

Pa fellas da Loeiz kemmañ an divizoù diwar-benn an impalaeriezh da reiñ e lod da Garl e trenkas ar soubenn hag en em savas Lotar a-enep e dad. Emglev a reas gant e zaou vreur, Loeiz ar German ha Pepin Iañ Akitania, ha distroadet e voe Loeiz gante dre ziv wech, e 830 hag e 833, met dre ziv wech e rankas reiñ ar gurunenn d'e dad en-dro.

E 838 e varvas e vreur Pepin. Daou vloaz goude, e 840, e varvas Loeiz an Deol hag e chomas Lotar e-unan evel impalaer. Nemet neuze ne fellas ket d'e zaou vreur, Loeiz ar German ha Karl Voal, e anavezout evel impalaer ken. Klask a reas Lotar aloubiñ o rouantelezhioù, met diaes e oa faezhañ an daou vreur unanet, ha d'ar 25 a viz Mezheven 841 e voent trec'h warnañ e Fontenoy (Yonne), nepell diouzh Auxerre.

D'ar 14 a viz C'hwevrer 842 e voe embannet Leoù Straßburg gant an daou drec'hour, a greñvae o emglev.

E miz Eost 843 e rankas Lotar sinañ feuremglev Verdun, a ranne impalaeriezh ar Franked etre teir rouantelezh : Frankia ar C'hornôg, Frankia ar C'hreiz ha Frankia ar Reter ; Lotar a viras ar gurunenn a impalaer, ha lakaet e voe da roue Frankia ar C'hreiz eus Mor an Hanternoz betek kreisteiz Roma.

Dek devezh a-raok mervel e tilezas Lotar an impalaeriezh hag ez eas da abati Prüm da chom. A-raok ober e dalaroù e sinas Feuremglev Prüm d'an 19 a viz Gwengolo 855, ma embanne rannadur rouantelezh Frankia ar C'hreiz etre e dri mab :

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok

Loeiz an Deol

Impalaer ar C'hornôg

840855

War e lerc'h

Loeiz II