Ermengarde Teurgn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ermengarde Teurgn pe Irmingarde, a oa ganet e 804 en Elzas, hag a varvas d'an 20 a viz Meurzh 851, a oa ur briñsez frank. Merc'h e oa d'ar c'hont Huon III Teurgn (765-837) a oa ivez kont Elzas Uhel, hag a ziskenne eus Adalrich, tad santez Odilia hag Ava Morvois.


D'ar 15 a viz Here 821 e timezas e Diedenhoffen (Thionville hiriv) d'an impalaer Lotar Iañ, mab da Loeiz an Deol, ha mab-bihan da Garl Veur. Gant an dimeziñ-se e voe liammet an tiegezh Etichon-Adalric eus Elzas gant an dierniezh impalaerel.

Bugale [kemmañ]

Nav bugel he doe [1] :

  1. Loeiz II ar Yaouank (825-†875), impalaer ar C'hornog eus 855 da 875 ha roue Provañs eus 863 da 875. Dimeziñ a reas da Engelberge Elzas ha daou vugel o doe, unan anezho e oa Ermengarde, a zimezas da Boson V de Provence (Bosonides) e miz Meurzh 876
  2. Hildrud pe Helletrude (826-†866), pried d'ar c'hont Bérenger [2]
  3. Berta (830-†877), abadez Avenay-Val-d'Or e 847
  4. Ermengarde (830-†849), skrapet en 846 gant Giselbert ganet entre 826 ha 830, kont Maasgau, a zimezas dezhi.
  5. Gisla (830-†864), abadez San Salvador e Brescia entre 852 ha 864 - Marvet d'an 28 a viz Ebrel 864
  6. Karloman (ganet e 853), mab diwezhañ Lotar, bastard war a greder.

Notennoù [kemmañ]

  1. Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn pet bugel he doe Ermengarde. Eus ar merc'hed e anavezer: Berta, Ermengarde, Gisela, ha Rugrude, a zo marteze an hini anavezet evel Helletrude, pe Hildrud, gwreg ar c'hont Beranger
  2. Le Gendre : Histoire de France, tome 8, p.41