Adalrich

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Adalricus, dux Alsatiæ. Adalrig

Adalrich pe Adalrig, pe Etic'hon[1] , a oa ur priñs frank, ganet war-dro 635 er pagus Attoariensis[2] e korn-bro Dijon, en hanternoz Bourgogn, ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 690 e kastell Hohenbourg. Un den a bouez e oa en Aostrazia e dibenn ar VIIvet kantved.

Anvet e voe dug Elzas eus 662 betek 689. Eñ eo tad al lignez an Etic'honed. Tad Santez Odil eo, santez Elzas, ha moarvat hendad an Habsbourged: ganto e kavor madoù an Etic'honed un toullad kantvedoù diwezhatoc'h.

E-kreiz ar VIIvet kantved int tud a grog da vezañ ar brasañ diazezerien abatioù er vro dindan an dug Amalgar hag e wreg Aquilina.[3] Ur gouent a voe savet ganto e Brégille hag un abati evit menec'h e Bèze, ha bugale dezho a voe lakaet en daou lec'h. War o lerc'h e renas o zrede bugel Adalrich,[4]


Brezel diabarzh 675–679 [kemmañ]

Kentañ gwech ma weler anv Adalrich en Istor eo evel unan eus kostezenn ar briñsed a bedas Childeric II da gemer rouantelezh Neustria ha Bourgogn e 673 goude marv Chlothar III. Dimeziñ a reas da Berswinda, a oa kar da Leodegar, eskob Autun, hag a-du gant an eskob ez eas pa grogas ar brezel-diabarzh goude muntridigezh Childeric daou vloaz diwezhatoc'h, e 675. Dug e oa Adalrich a-benn miz Meurzh 675

Notennoù [kemmañ]

  1. Kavout a reer ar stummoù Adalricus, Chadelricho, Hetticho, Etichon, Cathicus, Cathic, pe Athich.
  2. An anv-se a gaver c'hoazh e titl Isembard, en IXvet kantved, a oa comte d'Attuyer/Atuyer mab Adalard, ha kont Chalon. ("Les comtes de Chalon-sur-Saône").
  3. Anv an dug Amalgar hag e wreg Aquilina, a vije bet merc'h da Waldelenus, dux er vro etre an Alpoù hag ar Jura , ha Flavia, a gaver en ul lignez adsavet a liamm Etic'honed Elzas gant hendadoù galian-roman dre Flavia, a skriv Christian Settipani e-barzh "La transition entre mythe et réalité", Archivum 37 (1992:27-67); hervez Settipani ez eus liammoù etre Flavia ha Felix Ennodius ha Syagria.
  4. Liutheric a vez graet anezhañ, maer ar palez, e Buhez Odilia.

Lennadurezh [kemmañ]

  • Hummer, Hans J. Politics and Power in Early Medieval Europe: Alsace and the Frankish Realm 600 – 1000. Cambridge University Press: 2005. See mainly pp 46–55.
  • Lewis, Archibald Ross. "The Dukes in the Regnum Francorum, A.D. 550-751." Speculum, Vol. LI, No. 3. July, 1976. pp 381–410.