Lionel Buannic
Lionel Buannic, pe Lionel Buanig e brezhoneg, ganet d'ar 24 a viz Du 1972 e Kemper[1] a zo kehentaer, kazetenner ha rener LB Groupe, aozer evit daou skinwel war ar genrouedad.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desavet e Pouldreuzig ez eas d'ar skol ma voe aet Pêr-Jakez Heliaz enni hag er mare-se e veze desket un tamm brezhoneg. Pa yeas d'al lise e kavas un hentenn brezhoneg hag e komprenas ma oa aes dezhañ ober gant ar yezh[2].
Goude bezañ bet studiet en doe ar skiantoù politikel e Grenoble e labouras e France Bleu Breizh Izel, ha goude e Frañs 3 Hirwazh evit sevel reportajoù, darn anezho e brezhoneg.
Skrivet en doe kronikennoù brezhonek bep sizhun e-barzh ar gelaouenn Le Télégramme.
E penn daou embregerezh emañ hag ez eont d'ober LB Groupe. Gant an hini kentañ, ur gevredigezh kehentiñ evit an embregerezhioù, e kav arc'hant awalc'h evit arc'hantaouiñ Brezhoweb a zo e falioù produiñ filmoù ha videoioù brezhonek evit ma vo bouedet ar chadenn skinwel enlinenn ha dre froud gant an anv-se.
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skridaozer eo bet e Frañs 3 Hirwazh e dibenn an XXvet kantved. Etre miz Gwengolo 2003 ha miz Gouere 2005 eo bet kazetenner ha pennskridoazer evit an embregerezh skinwel TV Breizh betek m'eo bet dispennet ar gennad brezhonek er skinwel-se. Tutaet e voe gant Patrick Le Lay a zo bet ur mestr evitañ, pa krede o daou e hellfe posubl kroui~~ur chadenn skinvel war ar gwagennoù gant aotre an aotrouniezhoù Stad[3].
E miz Kerzu 2006 e kinnigas an abadenn gentañ e brezhoneg penn-da-benn, war-eeun ha dirak an holl war an Internet. Anvet eo Webnoz ha skignet e vez bep trede Lun ar miz. Kenbroduer an abadenn eo gant e embregerezh "Lionel Buannic - Message et Médias".
Er rummad "Brezhoneger ar bloaz" eo bet nominet evit Prizioù Frañs 3 e 2007.
Goude ma teuas a-benn da lakaat Webnoz da badout e ledanas e dachenn er ur sevel un chadenn skinwel brezhonek enlinenn gant abadennoù pemdeziek d'an abardaez. War lec'hienn Brezhoweb e kaver videoioù kaset war ar goulenn dre froud, darn anezho filmoù skinvel kembraek pe gouezelek istitlet pe eilvouezhiet e brezhoneg.
Galvet gant aotrouniezhoù lec'hel eo aet da sevel e Pau, OC Tele, ur chadenn skinvel okitanek. enlinenn[4]
Goude bezañ bet staliet en Intel emañ sez ha studio filmañ LB Groupe en Alre.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Spered ar vro, Les chroniques de Lionel Buannic, Le Télégramme, 2004.
- Frank Delalande, Lionel Buannic, Groupements d'employeurs : mode d'emploi, Editions d'Organisation, Coll. Ressources humaines, 2007, ISBN 9782212537437.
- Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton!, Editions du Temps, Naoned. Skeudennaouet gant Dugast'.
Liammou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hienn LB Groupe Lec'hienn Brezhoweb
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneget gant Gérard Cayron, Lionel Buannic, le Breton occitan qui lance la télévision en occitan, e-barzh La République des Pyrénées, 21 Kerzu 2013.
- ↑ Kontet gantañ : Le breton est une langue d'avenir : Lionel Buannic, patron militant de Brezhoweb, e-barzh Ouest-France, 23 Meurzh 2022.
- ↑ Meneget gantañ : Le breton est une langue d'avenir : Lionel Buannic, patron militant de Brezhoweb, e-barzh Ouest-France, 23 Meurzh 2022.
- ↑ http://www.sudouest.fr/2013/08/24/oc-tele-ne-fera-pas-de-la-television-au-rabais-1149227-4344.php