Lenn Laach

Eus Wikipedia
Lenn Laach
volcanic crater lake
Rann eusLaach volcano Kemmañ
Anv er yezh a orinLaacher See Kemmañ
Diskarg al lennFulbert-Stollen Kemmañ
Bro an diazadAlamagn Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadGlees Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°24′45″N 7°16′12″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezLaacher See volcanic eruption Kemmañ
Map

Lenn Laach (alamaneg : Laacher See, [ˈlaːxɐ ˈzeː]) zo ul lenn en Alamagn hag a leugn ur galdeira a zo e krater ur menez-tan e torosennad an Eifel, e Rheinland-Pfalz, 275 metr a-us live ar mor. Emañ war-dro 24 km er gwalarn da Goblenz, 27 km er su da Vonn hag 8 km er c'hornôg da Andernach, e rann reterel ar Vulkaneifel, an Eifel volkanek.

Goude un darzhadenn blinian (e doare re ar Vesuvio) a c'hoarvezas e-tro 13 000 vloaz zo e voe stummet al lenn. War he ribl kreisteizel e c'heller gwelet gazoù volkanek a ziskouez n'eo ket marv ar menez-tan.

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trowardroioù Lenn Laach
Kumunioù amezek
Wassenach
Glees
Wher Nickenich
Bell Kruft
Mendig

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hirgelc'hiek eo stumm Lenn Laach, 2 km he ledander brasañ, 3,33 km² he gorread ha 51 metr en he donañ ; uhel eo he ribl.

Ur vengleuz a oa bet aozet evit dastum lava a yae da ober mein-malañ, adalek mare ar Romaned betek ma voe ijinet rolloù houarn evit drailhañ greun[1].

N'eus difourk naturel ebet d'al lenn, met ur riboul-dizourañ a voe kleuzet kent ar bloaz 1170 diwar atiz an abad Fulbert, a renas an abati adalek 1152 betek 1177[2] ; meur a wech ez eo bet kempennet abaoe.

N'eus ti ebet war ar ribl, nemet Abatia Lacensis er mervent, abati beneadat Maria Laach, a voe savet adalek 1093. Un dachenn-gampiñ zo war ribl an norzh. Koadeier zo tro-dro d'al ledennad dour.


An darzhadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed milionoù a vloaziadoù ez eus bet volkanerezh en Alamagn, liammet ouzh stummadur rift Europa ar C'hornaoueg e-kerzh ar C'henozoeg (-66 M – bremañ) en abeg da dektonik ar plakennoù, pan eas plakenn Afrika ha plakenn Eurazia a-benn an eil en heben ; dre man ae ar skornegi gwech war-raok, gwech war-dreñv e voe berniet skorn gwasket, ar pezh a zegasas tarzhadennoù.

Pa grogas ar menez-tan da darzhañ e dibenn an nevezamzer pe e deroù an hañv e flastras gwez betek pevar c'hilometr tro-ha-tro dezhañ. Pignat betek gorre an Douar a eure ar magma kent tarzhañ e-pad un dek eurvezh bennak, ar moged o sevel betek 35 km en oabl. Oberiant e chomas ar menez-tan a-hed meur a sizhunvezh, a vizvezh marteze, en ur vannañ gazoù, ludu ha roc'helloù hag a leunias an traoñiennoù betek 10 km tro-dro d'ar menez-tan. Betek 50 metr uhelder e voe berniet ar gouzedoù tost d'an toull-diskarg, ha hiziv an deiz c'hoazh e tizhont un dek metr bennak pemp kilometr pell dioutañ. Hep mar ebet e voe peurzistrujet pep boud bev, loen pe blantenn, war un hed a 60 km er biz ha 40 km er gevred[3] Jedet ez eus bet e voe diskarget war-dro 6 km³ a vagma, a stummas war-dro 16 km³ a c'houzedoù, par da darzhadenn ar C'hrakatau e 1883.

Stanket e voe ar Roen gant ar gouzadoù, ar pezh a stummas ul lenn 140 km² he gorread. Pa dorras ar stankell e voe skubet pep tra gant ar froud, a lezas gouzadoù betek ker pell ha Bonn, a zo 27 km er Su. Kavet ez eus bet roudoù eus an darzhadenn war ur gorread a 300 000 km², adalek kreiz Bro-C'hall betek norzh Italia hag adalek su Sveden betek Polonia, ar pezh a zo un dachenn-studi dibar evit keñveriañ ar gouzadoù a-fet mareadoù an henoniezh ha re ar vevoniezh[3].

Goude an darzhadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn Laach e 2010

Meur a hañvezh yen a voe goude an darzhadenn, ha gwall drubuilhet e voe an endro en Alamagn e-pad un ugent vloaz bennak.

Gwall drubuilhet ivez e voe buhez poblad ar sevenadur Federmesser (-14 000 – -12 800) : kent an darzhadenn e vevent dre gutuilh ha chaseal, koulz gant goafioù, gwaregoù ha saezhoù. Hervez an henoniour Felix Riede e voe stlabezet ar boblad tra ma kreske ar boblañs e mervent Alamagn hag e mervent Bro-C'hall. Daou sevenadur nevez a voe ganet, ar sevenadur Bromme e su Skandinavia hag an hini Perstuniat e biz Europa[4] Izeloc'h e oa ampartiz ar sevenadurioù-se a-fet aozañ binvioù ; evit doare, ne ouie mui tud ar sevenadur Bromme fardañ gwaregoù ha saezhoù. Un heuliad eus tarzhadenn menez-tan Lenn Laach e oa kement-se, da lavaret F. Riede[3].

Lakaet eo bet an darzhadenn da unan eus abegoù marevezh an Dryas Nevez (-12 850 – -22 650), ma voe yenoc'h hin an Douar[5]. Er bloaz 2021 avat e voe embannet ur studiadenn hag a ziskouez e krogas an Dryas Nevez un 200 vloaz bennak goude an darzhadenn[6].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Hull, Edward. Volcanoes: Past and Present. The Echo Library, 2010, pp. 73-74 (ISBN 978-1-4068-6818-0)
  2. (de) Wiemer, Karl P. : Der Fulbert-Stollen am Laacher See. Rheinischer Verlag, 2009 (ISBN 978-3-86526-042-0)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) Oppenheimer, Clive. Eruptions that Shook the World. Cambridge University Press, 2011, pp. 216-222 (ISBN 978-0-521-64112-8)
  4. (en) Szymczak, Karol. Perstunian culture – the eastern equivalent of the Lyngby culture in the Neman basin. In : Burdukiewicz, Jan M. and Kobusiewicz, Michał (eds), Late Glacial in Central Europe. Culture and Environment. Wrocław/Warszawa/Kraków/Gdańsk/łódź : Ossolineum, 1987.
  5. (en) Baales, Michael & al. (2002). Impact of the Late Glacial Eruption of the Laacher See Volcano, Central Rhineland, Germany. Kavet : 06/06/2023.
  6. Reinig, Frederick & al. Precise date for the Laacher See eruption synchronizes the Younger Dryas. In : 'Nature, levrenn 595, niverenn 7865, pp. 66-69. Kavet : 06/06/2023.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.