Leni Riefenstahl

Eus Wikipedia
Leni Riefenstahl
Anv ganedigezh : Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl
Deiziad ganedigezh : 22 a viz Eost 1902
Lec'h ganedigezh : e Berlin
Broadelezh : alaman
Deiziad marv : 8 a viz Gwengolo 2003
Lec'h marv : e Pöcking
Micher(ioù) : filmaozerez, dañsourez hag aktorez
Filmoù a-bouez : Triumph des Willens, Olympia
Liammoù diavaez

Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl (22 a viz Eost 1902 e Berlin - 8 a viz Gwengolo 2003 e Pöcking) a oa ur filmaozerez, dañsourez hag aktorez alaman. Brudet eo evit an nevezintioù hag he c’hened a-fet seveniñ filmoù. Triumph des Willens (Trec’h ar youl) eo he film brudetañ. Ur film propaganda eo, bet filmet e-pad kendalc’h ar strollad nazi e 1934 e Nürnberg. Mignonez da Adolf Hitler ha da Joseph Goebbels e oa Riefenstahl, ar pezh a lakaas anezhi da vezañ lakaet a-gostez goude an Eil Brezel-bed. D’ar mare-se e voe harzet, met ne voe tamallet torfed brezel ebet outi.

Ma’z eo displijet da vat ar vurutellerien gant ar filmoù propaganda a savas er bloavezhioù 1930 e vez meneget alies-tre he c’hened evel ur perzh dreistordinal.

Pa varvas ec’h embannas Associated Press e oa bet Riefenstahl "un difraosterez a-fet seveniñ filmoù ha luc’hskdeudenniñ.” E-barzh Der Tagesspiegel (Berlin) e c’haller lenn : "Leni Riefenstahl he deus difraostet tachennoù sinema nevez." Hervez BBC ez eo he zeulfilmoù “nevezintioù a-fet seveniñ, a-fet teknik ivez gant implij givri-houarn, linennoù-houarn ha meur a gamera o filmañ war un dro." Hervez ar buruteller Gary Morris e oa Riefenstahl "un arzourez dreistvarrek, ur vaouez en ur bed mestroniet gant paotred, unan eus pervezhdedourien bouezusañ ar sinema, evel Sergueï Eisenstein pe Orson Welles." E dibenn he buhez ec’h embannas Riefenstahl levrioù skeudennoù diwar-benn ar meuriad Nouba hag e sevenas filmoù dindan vor.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dañsourez hag aktorez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Riefenstahl a zo bet ganet en ur familh koñversanted e Wedding (Berlin). Kregiñ a reas he micher evel dañsourez, met rankout a reas chom a-sav goude bezañ bet gloazet he fenn-glin e-pad un abadenn e Praha. Goude ar gwallzarvoud-se e welas un teulfilm diwar-benn ar menezioù hag e voe bamet gant ar pezh a c’haller ober gant ur c’hamera. Mont a reas neuze betek an Alpoù evit kejañ ouzh ar sevener, anvet Arnold Fanck, hag evit c’hoari ur perzh bennak e film Fanck da zont. E-lec’h kejañ outañ e kavas eno un aktour hag a skrivas da Fanck diwar he fenn. Goude-se e c’hoarias Riefenstahl e meur a film sevenet gantañ. Er filmoù-se en doe perzh ur plac’h her hag atlethel. Brudet e vo en Alamagn, hag ivez e-touez ar sevenerien filmoù. E 1933 e voe aktourez en e film diwezhañ SOS Eisberg, e ditl. Pa voe kinniget dezhi seveniñ Das Blaue Licht e 1932 ec’h asantas. E-lec’h e sevel evel filmoù Fanck, e reas anezhañ ur film romantel, evel ma vefe bet ur gontadenn gevrinek.

Propaganda ha teulfilmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Riefenstahl a glevas Adolf Hitler o komz e-kerzh un emvod e 1932 hag e voe teoget gant e varregezhioù da gaozeal dirak ur bern tud. Hervez Daily Express ar 24 a viz Ebrel 1934 e lennas Leni Riefenstahl Mein Kampf e-keit ma oa o filmañ Das Blaue Licht. Er gelaouenn saoz-se e c’haller lenn ar gerioù da-heul, bet distaget ganti : "Un trivliad dreistordinal a santis pa lennis. Dont a ris da vezañ un nazi kaledet goude bezañ bet lennet ar bajenn gentañ. Soñjal a ris e c’hellfe un den gouest da skrivañ seurt traoù bezañ gouest da ren en Alamagn. Laoue-tre e oan o welout e oa degouezhet un den evel-se." Plijet-bras e voe Hitler gant Das Blaue Licht hag e-kerzh un emgav hiniennel ganti e c’houlennas gant Riefenstahl seveniñ Der Sieg des Glaubens (Trec’h ar Feiz, 1933), ur film un eurvezh-pad diwar-benn ar c’hendalc’h nazi e Nürnberg e 1933 (deuet er-maez e DVD e 2003). Ernst Röhm a oa e-barzh ar film, ha pa voe lazhet da vare ar stourm a-enep SA (Nozvezh ar c’hontilli hir) e voe tennet Der Sieg des Glaubens diouzh ar salioù-sinema (miz Mae 1933).

Leni Riefenstahl ha Heinrich Himmler e Nürnberg e 1934

E 1934 e c’houlennas Hitler diganti seveniñ ur film all diwar-benn ar c’hendalc’h nazi e Nürnberg. Anvet e voe ar film Triumph des Willens (Trec’h ar youl) ha gwelet eo evel ur bennoberenn e-touez an teulfilmoù. Berzh a reas en Alamagn. Difennet e voe skignañ ar film er Stadoù-Unanet avat rak gwelet e voe evel ur film propaganda nazi. Koulskoude e tapas meur a briz (a-fet filmañ) e festivalioù sinema er bed a-bezh, ha gwelet e vez evel unan eus ar filmoù propaganda efedusañ bet sevenet. Pa voe aterset e 1993 evit ar film The Wonderful, Horrible Life of Leni Riefenstahl, e lavaras Riefenstahl n’he doa ket klasket sevel ur film propaganda nazi hag e kave mezhus e vefe bet implijet ar film evel-se. E 2003 e voe anv eus ar film e-barzh The Economist : ar film "en deus diazezet he brud evel sevenerez wellañ an XXvet kantved." E 1935 e sevenas Riefenstahl Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht (Devezh ar frankiz : Hon arme), ur film diwar-benn ar Wehrmacht.

Leni Riefenstahl o filmañ Olympia e miz Eost 1936

Pedet e voe Riefenstalh da filmañ C’hoarioù Olimpek Berlin e 1936. Mont a reas betek Gres a-benn filmañ lec’hienn orin ar c’hoarioù e Olimpia. Sikouret e voe eno gant al luc’hskeudenner gresian Nelly. Dont a reas ur film er-maez neuze, Olympia e ditl. Brudet eo ar film a-drugarez d’e berzhioù teknikel : Riefenstalh a stalias liennoù-houarn a-benn bezañ gouest da heuliañ fiñv ar sportourien a-dost. Alies e vez lavaret ez eo eo Olympia ur skouer a-fet filmañ ar sportoù.

An Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe aloubet Polonia e voe luc’hskeudennet Leni Riefenstahl er vro-se gant un unwisk hag ur bistolenn en he gouriz, asambles gant soudarded alaman. D’an 12 a viz Gwengolo 1939 e oa e Końskie, e-lec’h ma voe lazhet 30 disoudard, war zigarez o defe klasket argadiñ soudarded alaman. En hec’h eñvorennoù e lavar Riefenstahl e klaskas ober un dra bennak met lavaret e vefe bet dezhi e vefe lazhet war al lec’h ivez. D’ar 5 a viz Here 1939 e filmas Riefenstahl dibunadeg Hitler e Varsovia. D’ar 14 a viz Even 1940 e voe aloubet Pariz gant ar soudared alaman, ha Riefenstahl a gasas ur pellskrid da Hitler a-benn lavarout dezhañ pegen laouen e oa gant an trec’h bras-se. Ar vignoniezh etre Riefenstahl ha Hitler a badas daouzek vloaz, hag hervez tud zo e vefe bet un istor karantez etrezo. Goude he zeiroberenn diwar-benn emvodoù Nürnberg hag Olympia e stagas Riefenstahl gant ur film all diazezet war opera karetañ Hitler (Tiefland gant Eugen Alberts). Diwar urzh Hitler e resevas 7 milion a reichsmarkoù a-berzh ar gouarnamant alaman evit hen ober. Filmañ a reas neuze etre an 23 a viz Gwengolo hag an 13 a viz Du 1940 e Krün, nepell diouzh Mittenwald. A-benn c’hoari perzhioù spagnolezed ha kouerien e voe rediet termajied (Sinti) bac’het e kamp-kreizennañ Salzburg-Maxglan da genlabourat ganti. Filmet e voe e studioioù Babelsberg (e-kichen Berlin) adalek miz Ebrel 1942 betek dibenn an hañv. D’ar mare-se e vo rediet Romed ha Sintied bac’het e kamp Marzahn (e-kichen Berlin) da c’hoari er film. E-barzh unan eus dielloù ar c’hamp-se hag a zo bet kavet en-dro e kaver ul listennad 65 den bet rediet da sikour evit seveniñ ar film. Adkavet e voe ivez luc’hskeudeunnoù eus ar filmañ e Krünha : war ar skeudennoù-se ec’h anavezas prizonidi o doa dreistvevet. 29 frizoniad all a hag a oa bet rediet da labourat evit Riefenstahl hag a oa bet kaset da gamp-kreizennañ Auschwitz-Birkenau e penn-kentañ miz Meurzh 1943, goude dekred Himmler (miz Kerzu 1942). Daoust d’an holl brouennoù-se e kendalc’has Riefenstahl da lavarout betek fin he buhez e oa deuet a-benn holl aktourien he filmoù da zreistvevañ goude ar brezel, hag he doa bet tro da welout anezho en-dro goude ar brezel. E miz Here 1944 ez eas skipailh ar film betek studioioù Barrandov (Praha) a-benn filmañ en diabarzh. Ne zeuas ket a-benn da echuiñ Tiefland a-raok fin ar brezel, ha diskouezet e voe ar film evit ar wech kentañ d’an 11 a viz C’hwevrer 1954. Leni Riefenstahl a zimezas gant Peter Jacob d’an 21 a viz Meurzh 1944, goude bezañ kinniget anezhañ da Hitler e Kitzbühel (Aostria). Dispartiañ a rejont e 1947.

Bac’het goude an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e voe goulennet gant ar skrivagner amerikan Budd Schulberg (hag a oa er mare-se e strollad teulfilmañ John Ford) tapout Riefenstahl en he zi-prenn e Kitzbühel (Aostria) a-benn lakaat anezhi da anavezout pennoù torfedourien-brezel nazi war tammoù filmoù bet dastumet gant ar Gevredidi. Riefenstahl a embanns ne ouie tra ebet evit a selle ouzh ar c’hampoù-kreizennañ. Hervez Schulberg, "Ar memes diskan a ganas din. Lavarout a reas din, 'Gouzout a rit, evel-just, on bet treuzkomprenet. N’on ket ur bolitikourez.'" Met pa lavaras he doa ranket doujañ da urzhioù Goebbels -a-hend-all e vefe bet kaset d’ur c’hamp-kreizennañ e c’houlennas Schulberg outi perak he defe bet aon, dre ma lavare ne ouie ket e oa eus ar c’hampoù-se. Kenderc’hel a reas da embann e oa bet boemet gant an nazied, e oa divarrek a-fet politikerezh ha ne ouie netra diwar-benn an torfedoù brezel. Pevar bloaz e chomas bac’het en ur c’hamp e Bro-C’hall, met ne zeuas den ebet ebet da damall outi bezañ bet graet propaganda, na da brouiñ he doa rediet tud bac’het e kampoù-kreizennañ da labourat en he filmoù.

Dibenn he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e klaskas Riefenstahl seveniñ filmoù nevez met reuz a savas, diaes e voe dezhi kaout argant a-benn produiñ he filmoù, ha daoust ma klaskas sevel un nebeud raktresoù ne zeuas ket a-benn da gas anezho betek penn.

Er bloavezhioù 1960 e vevas gant Horst Kettner, un den daou-ugent vloaz yaouankoc’h eviti. E dibenn he buhez e stagas Riefenstahl gant al luc’hskeudenniñ war temoù liesseurt. Dedennet e voe gant ar meuriad Nouba (Soudan), e-pad ur pennad e vevas en o zouez, ha lakaat a reas embann levrioù skeudennoù diwar o fenn etre 1974 ha 1976. E 1971 e voe skeudennet o luc’hskeudenniñ Mick Jagger hag e wreg.

Pa voe 72 vloaz e stagas gant al luc’hskeudenniñ dindan vor. Evit hen ober e rankas livañ gevier, hag ec’h embannas e oa 52 vloaz, a-benn kaout an aotre da splujañ. D’an 22 a viz Eost 2002 (he 100vet deiz-ha-bloaz) e teuas er-maez he film savet ganti anvet Impressionen unter Wasser (Trivliadoù dindan vor), un teulfilm diwar-benn an natur er meurvorioù. Dreistvevañ a ra goude krash ur viñsaskell e Soudan e 2000. E 2003 e timezas gant Kettner.

Leni Riefenstahl a varvas en he zi e Pöcking (Alamagn) d’an 8 a viz Gwengolo 2003 pa oa kousket, un nebeud devezhioù goude bezañ lidet he 101vet deiz-ha-bloaz. Paket e oa gant ur c’hrign-bev. Douaret e voe e bered Waldfriedhof e München. En e levr The Story of Film e skriv an arbennigour Mark Cousins, "Asambles gant Orson Welles hag Alfred Hitchcock, e oa Leni Riefenstahl ar sevenerez filmoù kornôgel varrekañ eus he c’houlz-amzer."


He filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Film He ferzh
Sevenerez Proderez Senarioourez Aktorez Perzh
1925 Wege zu Kraft und Schönheit YA Dañsourez
1926 Der heilige Berg YA Diotima
1927 Der große Sprung YA Gita
1928 Das Schicksal derer von Habsburg YA Maria Vetsera
1929 Die weiße Hölle vom Piz Palü YA Maria Maioni
1930 Stürme über dem Mont Blanc YA Hella Armstrong
1931 Der weiße Rausch - Neue Wunder des Schneeschuhs YA Leni
1932 Das Blaue Licht YA YA YA YA Junta
1933 S.O.S. Eisberg YA Ellen Lawrence
Der Sieg des Glaubens YA
1935 Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht YA YA YA
Triumph des Willens YA YA YA
1937 Wilde Wasser YA
1938 Olympia 1. Teil - Fest der Völker YA YA YA YA En he noazh
Olympia 2. Teil - Fest der Schönheit YA YA YA
1954 Tiefland YA YA YA YA Martha
2002 Impressionen unter Wasser YA

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.