Krepidula boutin
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Mollusca | ||||
| Kevrennad : | Gastropoda | ||||
| Urzhiad : | Littorinimorpha | ||||
| Kerentiad : | Calyptraeidae | ||||
| Genad : | Crepidula | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Crepidula fornicata Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar grepidulaenn voutin (Crepidula fornicata) a zo ur blotvil gasteropod.
[kemmañ] Doareoù pennañ
War-dro 6 cm eo he hirder ha 2.5 cm he ledander. Gwenn pe melen eo he c'hrogenn hirgelc'hiek.
Bevañ a ra ar c'hrepidula stag ouzh kregin pe reier, alies-mat an eil war eben. Pa deu ur par da begañ ouzh ur barez stag ouzh un diaz bennak ec'h a d'e dro da barez. Rak-se eo par ar grepidulaenn e penn ur bern krepidula ha parezed an holl re all.
[kemmañ] Annez
Bevañ a reont er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz hag er mor Kreizdouar. A-orin int eus Norzhamerika ha degaset e voent da Europa dre zegouezh e fin an XIXvet kantved.