Ki-dour ar C'hap

Eus Wikipedia
Ki-dour ar C'hap


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Aonyx
Anv skiantel
Aonyx capensis
Schinz, 1821
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ki-dour ar C'hap (Aonyx capensis) a zo ur c'hi-dour afrikan bras a vev e-kichen stêrioù Senegal betek Afrika ar Su.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñvel a-walc'h eo ki-dour ar C'hap ouzh ar c'hi-dour korr. Ur c'horf hir en deus gant pavioù berr. E bavioù a-raok zo kalz berroc'h eget e bavioù a-dreñv. N'en deus skilf ebet, ar pezh a laka anezhañ da vezañ gwevn-tre.

Gell-du eo e vlevenn gant ur c'hof sklaeroc'h hag a-wechoù un tarch gwenn ledan war e c'houzoug. C'hwek-tre eo e greoñ hag, er c'hontrol d'ar c'hi-dour mor, n'eus gwiskad lard ebet dindan e groc'hen. Muzuliañ a ra etre 40 ha 71 cm ha pouezañ etre 13 ha 34 kg. 11 vloaz a c'hell bevañ en ur gwarezva.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a endro e vev ki-dour ar C'hap. E gavout a reer er plaenennoù, er c'hoadegoù glaviek pe er rannvroioù sec'h. E-kichen ar mor e c'hell bevañ ivez.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Debriñ a ra kranked ha kresteneged bihan dreist-holl. Ne besketa ket. Implijout a ra e bavioù da gavout ha da dapout preizhoù el lec'hid. Ober a ra gant mein evit terriñ ar c'hregin.

Bevañ a ra ki-dour ar C'hap a strolladoù-familh bras. Pep hinienn he deus un dachenn dezhi hec'h-unan (17 km² evit ar pared, 14 km² evit ar parezed), met difennet e vez gant an holl anevaled eus ar strollad. O-unan emañ ar parezed evit ober war-dro ar re vihan, met en o c'hichen e chom ar pared.

Ki-dour ar C'hap a dremen an darn vrasañ eus e amzer en dour. Ur gwall c'hoarier eo ha plijout a ra kalz dezhañ embreger bizhier ha mein. Un aneval-noz eo dreist-holl, met gallout a ra mont er-maez e-pad an deiz a-wechoù.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ki-dour ar C'hap