Kazh loupard
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
P. bengalensis
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Prionailurus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Prionailurus bengalensis (Kerr, 1792) |
|||||
|
|||||
Ar c'hazh loupard (Prionailurus bengalensis) a zo ur bronneg gouez bihan eus gevred Azia
A-vent eo gant ur c'hazh doñv. Diforc'hioù rannvroel bras ez eus avat. En Indonezia e vuzul war-dro 45 cm gant ul lost 20 cm tra ma vuzul 60 cm e rannvro an Amour. E vlevenn vrizhellet zo melen gant spesadoù ar su, met da wenn-arc'hant ez a gant spesadoù an hanternoz. E vruched ha lodenn izelañ e benn zo gwenn.
Un aneval-noz eo. Hemolc'hiñ a ra evned, krignerien, pesked ha bronneged bihan. Pa antre e-barzh ur gêriadenn e c'hell tagañ ar pennoù-yar. En e-unan e vev, nemet da vare ar gouennadur. Etre 2 ha 4 c'holen o deus ar parezed goude un dougen 65 devezh.
Ar c'hazh loupard a vev e koadegoù dreist-holl, ha betek 3000 metr uhelder. Bevañ a ra e-kichen an dour daoust na neuñv ket gwall alies. Pignat a ra mat-tre.
Ar c'hazh loupard a c'hell gouennañ gant ar c'hazh doñv. kazh Bengal a reer eus an hiron. Heñvel a-walc'h eo ouzh ar c'hazh loupard met kalz aesoc'h da zamesaat eo.
Isspesadoù [kemmañ]
- Prionailurus bengalensis bengalensis, India, Bangladesh, gevred Azia, Yunnan
- Prionailurus bengalensis borneoensis, Borneo
- Prionailurus bengalensis chinensis, Sina, Taiwan
- Prionailurus bengalensis euptailura, Reter Siberia, Mongolia
- Prionailurus bengalensis horsfieldi, Himalaya
- Prionailurus bengalensis iriomotensis, Iriomote
- Prionailurus bengalensis javaensis, Java
- Prionailurus bengalensis manchurica, Mandchouria
- Prionailurus bengalensis minutus, Filipinez
- Prionailurus bengalensis sumatranus, Sumatra
- Prionailurus bengalensis trevelyani, reter Pakistan