Kanji Ishiwara

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kanji Ishiwara

Kanji Ishiwara (石原 莞爾, Ishiwara Kanji, bet ganet d'an 18 a viz Genver 1889 - marvet ar 15 a viz Eost 1949) a oa un ofiser hag ur strategour japanat e-barzh ar Kwantoung. Gant Itagaki Seishiro e aozas gwallzarvoudoù Mukden e Manchouria e 1931, a roe da Vro-Japan un digarez evit aloubiñ Manchouria.

Buhez[kemmañ]

Yaouankiz[kemmañ]

Kanji Ishiwara a oa bet ganet en ur familh ezel eus ur c'hlan samouraied eus kêr Shonai. Ofiser er polis e oa e dad. E glan en doa harpet ar chogun e-pad adaozadur Meiji a gollas kalz a draoù ha skarzhet e voent diouzh eus ar postoù dindan ar gouarnamant.

Pa oa trizek bloaz e emouestlas en ur skol milourel. Hag un nebeud amzer goude e oa bet degemeret en akademiezh milourel ha tremenet e arnodenn gantañ e 1909. Servijout a reas e Korea, goude e aloubidigezh gant Bro-Japan e 1910. Hag e 1915 e tremenas arnodennoù evit bezañ degemeret e skol pennnoù-bras an arme. E 1919 e echuas eil eus e glasad, hag evit kement-se, an impalaer a brofas dezhañ ur c'hleze.

Ishiwara a dremenas kalz a amzer e strolladoù penn-arme disheñvel, a-raok bezañ dibabet evit mont da studiañ da Bro-Alamagn. Chom a reas eno etre 1922 ha 1925, o studiañ an istor milourel hag ar strategiezh. Paeañ a reas kalz ag ofiserien a renk uhel war o leve a oa bet o labourat e strolladoù-ren an arme alaman evit kelenn ha stummañ anezhañ. Evel-se e tistroas da Vro-Japan gant gouizigiezhioù dibar. Unan eus brasañ strategourion Japan a ziwane.

E 1919 eo en em droas ouzh boudaegezh Nichiren. Nichiren a gelenne e errufe ur prantad a stourmoù meur, just a-raok un oadvezh aour e lec'h ma teufe gwirionez ar voudaegezh da drec'hiñ. Japan a vefe kreiz ha skigner pennañ ar feiz-mañ en em ledfe er bed a-bezh. Ishiwara a soñje dezhañ e veve er prantad-mañ : edo an emgann meur o tont, ha ret e vefe da Japan kavout fiziañs en e gokutai, tennañ danvezioù ha nerzhioù eus aloubidigezh Sina hag en em lakaat e penn ar "gouennoù" melen a-benn kaout an trec'h war ar re wenn. Just goude ez eas kuit eus Japan evit bezañ kannad en SDN. Eno e kejas ouzh ur c'habiten amerikan a ginigas dezhañ mont da weladenniñ ar Stadoù Unanet. Respontiñ a reas dezhañ: "Kabiten, ar mare nemetañ m'emaon e soñj da weladenniñ ar Stadoù-Unanet zo pa zegouezhin eno e penn nerzhioù Japan evit derc'hel ho pro". Edo parlamant ar Stadoù-Unanet o paouez mouezhiañ ul lezenn a zifenne ouzh Japaniz da enbroañ.

Ishiwara ha Manchouria[kemmañ]

Kaset e oa bet da skol pennoù an arme e lec'h ma kelennas e sell eus ur brezel hollek ouennel hag e sell eus ar strategiezhioù milourel. Goude-se, e fin 1928 e oa lakaet e penn arme Kwantoung e Manchouria, un nebeut mizioù goude drouklazh Zhang Zuolin gant Daisaku Komoto. Kregiñ a reas da aozañ ur strategiezh evit ma c'hellfe Japan aloubiñ Manchouria da vat.

D'an 18 a viz Gwengolo 1931, soudarded Ishiwara a stalias ur vombezenn war un hent-houarn japanat e su Manchouria. War zigarez e vije bet kaset an taol da benn gant soudarded sinaat, Japaniz a dagas o c'hazarnioù e Manchouria e kêr Liutiaokou. Ishiwara ne'n doa ket kelaouet komandant nevez Kwantoung, ar jeneral Shigeru Honjo. Met an dra se na viras ket ouzh Ishiwara da aloubiñ kêrioù all e Manchouria. Peogwir en doa kalz a fiziañs e dazont hag e galloud ar c'hirri-nij e voe taolet 75 bombezenn war gêr Chinchou. Ar bombezadegoù diouzh kirri-nij a oa un dra nevez, memes evit pennoù bras arme Japan a oa bet spontet ha estonnet eus ar c'heloù-mañ. Istor an darvoud-mañ a erruas betek Europa hag ar Stadoù-Unanet e lec'h ma voe fromet ar boblañs.

Ishiwara a soñje dezhañ e vefe kastizet d'ar marv pe d'ar gwellañ tout torret diwar e renk ha dizenoret abalamour d'e roll en aloubidigezh Manchouria. Met cheñchamantoù er gouarnamant japanat hag er vro a zegasas ar c'hontrol penn da benn: uhelaet eo bet e renk da gomandant ha roet e oa dezhañ ur vedalenn. Hag ur wech distroet da Japan e oa deuet da vezañ un haroz hag e daol e Manchouria ur vojenn. Azeulet e oa forzh pegement gant an ofiserien yaouank. Strolladoù politikel an arme a zo bet enaouet gant e vennozhioù broadelour ha mennet e oant gant ar pal distrujañ aozadur frankizour ha kapitalour ar gouarnamant hag ar gevredigezh japanat. Er strolladoù politikel eus an tu dehou pellañ e groge da seveniñ mennozh ar pezh a deuio da vezañ kuitadenn an adaozadenn Showa: adlakaat e plas ur galloud impalaerel kreñv hag awenet gant ur spered broadelour.

An dispac'hoù broadelour[kemmañ]

E 1935, eo bet staliet penn-urzhier er strollad ren an arme. An dra se a roe dezhañ ar c'harg henter evit selloù ha teknikoù an arme en amzer dazont. Ishiwara a soñje dezhañ e oa ret da Vro-Japan en em unaniñ gant Mandchuria ha Sina a-benn krouiñ un emglev hag un unvaniezh eus broioù reter Azia (war an tachenn-mañ, Ishiwara oe aouennet gant mennozioù gouenelour ha pan-aziad). Goude-se, e vefe bet ret da Japan ha d'an unaniezh nevez krouet, prientiñ ur brezel a-enep an URSS. Ha goude bezañ bet trec'het ar [[URSS|Rusianed], o defe aloubet Gevred Azia. Ur wech stalliet mat en Azia, prest e vefen bet evit tagañ Stadoù-Unanet Amerika. Met ofiserien ar morlu a soñje dezho e oa ret kentoc'h evit gounit amzer stourm war daou dalbenn er memes koulz: kaout da gentañ un difenn kreñv war-zu an URSS, hag eus an tu all, aloubiñ ar Gevred-aziat. James ne vo tu lakaat a-du ha kenober gant an daou mennoz. E 1937, huñvre Ishiwara a zo bet distrujet, ur brezel meur a grogas etre Japan ha Sina.

A-enep ar stolladoù-se, tagadoù ar gouarnamant a gendalc'he. Met e 1935, ar jeneral Tetsuzan Nagata, goude bezañ bet o stourm a-enep an iriennoù-se, a zo bet lazhet gant Saburo Aizawa, Saburo hag a oa e-penn ur vriz-lez-varn hag a gase a-benn ar mennozioù dispac'ho-broadelour. Ar 26 a viz C'hwevrer 1936, kantvedoù a ireinnour o deus klasket tapout ar galloud en ur drouklazhañ kalz a dudennoù pennañ eus ar gouarnamant:Privy Seal Saito, ministr an arc'hantañ Takahashi Korekiyo, ar jeneral Watanabe, holl lazhet. Ar chambelan Suzuki diskleriet evel marv met ne oa ket, Makino tost da vezañn bet lazhet. Ar c'hentañ ministr, an amiral Keisuke Okada en eus gellet kuitaat abalamour ma an drouklazherien o doa e gemmesket gant e vreur. E pad ar c'houlz-se, ofisierienn eus ar gward impalaerel o deus klasket herzel an impalaer evit kontroliñ anezhañ. Diarbennet int bet gant pennoù ar c'hastell impalaerel. An iriennerien o doa c'hoanr rediañ an impalaer da lakaat e plas ur rennad milourel nevez a-benn lakaat e plas an adstaliañ Showa. Met Ishiwara oa un difenner eus an impalaer, hag e c'houlennas da vinstr ar brezel Kawashima Yoshiyuki diskleriadur al lez-vrezel. Lakaat a reas ar benn-brezel Hajime Sugiyama da stalliañ an arme e poentoù pouezhus tro-dro da Dokyo. Goude ma oa bet graet ar pezh a lare, Ishiwara a zo bet añvet ofiser penn-rener eus oberennoù al lez-vrezel.

A-drugarez d'un niver bras a ofiserien chomet leal ha da varregezioù strategiel ha milourel Ishiwara, int deuet a-benn da herzel an irienn: kastizet eo bet e pad prosezoù dekred seitek penn-bras d'ar marv hag hanter-kant o deus resevet kastizoù izheloc'h.

An distro er Manchukuo hag an drouklamm[kemmañ]

E 1937, Ishiwara a zo bet kaset en dro da Manchouria hag añvet iz-penn eus arme Kwantung. Tamm ha tamm, e dizoloas ne oa ket ar memes soñjoù egetañ gant pennoù Japan hag an ofiseroù a laoburen gantañ e keñver e vennoz eus un unvaniezh pan-aziat, e huñvre eus ur baradoz aziad. E gamaladed oant laouenn awalc'h da c'hoari d'an aluberienn ha d'an arc'huberienn. Enebiñ a reas ouzh ar jeneral Hideki Tojo, abalamour ma oa ket a-du gant e selloù milourel war ar brezelioù e diavaez Japan. Deuet e oa da vezañ direnkus evit tudoù evel Tojo. Neuze eo bet kaset e-penn un tachenn kreñv e-kichenn Kyoto.

Ur wech distroet da Japan, e grogas da studiañ teknikoù ha strategiezhioù ar Soviediz a-benn reiñ diskoulmoù da arme Japan goude he c'holloù war an talbenn. Diskoulmoù degemeret gant an arme, ha lakaet anezhi da c'hounit kalz emgannoù. Kenderc'hel a rae da skrivañ ha d'ober prezegennoù. Klask a reas krouiñ ur gevredigezh eus ar Reter-Aziad a glaskas krouiñ ur wir unvaniezh eus ar broioù evel Manchuria ha Sina.

Tojo, ur wech erruet er renkoù uhelañ, a felle dezhañ skarzañ Ishiwara eus an arme, met aon en oa eus an ofiserien a spered damm-eñvel eus hini Ishiwara. Met a-benn ar fin, goude ma Ishiwara a laras eus Tojo e oa un enebour eus Japan hag e vefe ret e "herzel hag e gastizañ d'ar marv", eo bet lakaet da gostez ha prennet e unvaniezh eus ar Reter-Aziat. Distreiñ a reas en e ranvro a orin e lec'h ma studias al labourioù war an douar betek fin e vuhez.

Pa gollas Japan ar brezel, eo bet losket trenkil gant an Amerikaned peogwir en oa enebet ouzh Tojo, en oa burutellet a-enep mennoz tagadenn Pearl-Harbor (diskrivet en oa an dra-se evel fazi spontus ha mantrus evit dazont Japan), lâret en oa e vefe ret da Japan mont kuit eus Sina ha goude ar brezel e stourmas evit ur bolitikerezh eus an adsevel e mennoz ar peoc'h. Galvet eo bet evel test e-pad prosezoù Tokyo. Diskouezañ a reas an amerikaned hag ar prezidant Truman evel tud kablus e keñver ar milonoù a siviled marv e Japan (hervezañ e vefe bet ret kas Truman dirak ul lez-varn bennak abalamour da vombezennoù Iroshima ha Nagazaki).

Betek fin e vuhez, e gendalc'has da labourat war e oberennoù. Awalac'h ag amzer en eus bet evit gellout gwelet ur bed nevez oc'h en em dioreniñ. Ur bed en oa rakwelet bloavezhioù'zo. Mervel a reas ar 15 a viz Eost 1949 e Nishiyama.

Preder Ishiwara[kemmañ]

Evit kompren mat mennozioù ha sell Ishiwara war ar brezel, eo ret da gentañ kompren e sell war ar bed, ha resisoc'h war ar relijion. Er pennad-mañ, e vo klasket diverañ ar mennozioù kevrinek ha prederourel o deus lusket spered ar strategour japanat, mennoz ar G/Kokutaï, ar meizad pan-asiat Nambu Jirô ha boudaegezh Nichiren.

Preder Relijiel[kemmañ]

Ar Gokutaï (troidigezh resis: bro-korf) oa e-kreiz an deskadurezh speredel e Japan e penn-kentañ an XXvet kantved. Er c'helenn-mañ e veze kavet ur bern mennozioù ha talvoudegezhioù hanter kevrinus. Ur preder diwar-benn perzhioù, termenadur ha renk ar vroad japanat e-keñver ar re all (oc'h en em lakat da gostez ma n'eo ket uheloc'h eget ar re all). Er c'hentañ renk eus ar reolennoù hag eus an talvoudoù-mañ, e kaver santelezh ha didorrusted ar familh implalaerel, ar vertuzioù reizhek hag a liammont ar vroad d'an impalaer. Hag evel just e kaver meizad ur vroad savet evel ur familh unanet. An talvoudoù-maén o deus en em dioroet pa Ishiwara a gejas gant ar broadelour Nambu Jirô.

Nambu Jirô oa tad ur gamalad da Ishiwara pa oa en akademiezh. Ishiwara a gejas alies kennañ gantañ. Jirô oa ur c'hargad koñsulel e Bro-Sina er bloavezhioù 1880, met galvet eo bet da zistreiñ e Bro-Japan abalamour ma oa tamalet dezhañ aozañ un irienn a-enep da c'houarnamant Pekin. Abaoe an darvoud-mañ, e stourme evit adlañsañ ul lusk nevez e reolennoù bevañ Bro-Japan, evit en em unaniñ gant Sina a-benn enebiñ ouzh ar spered a orin oksidant o vont war-raok en Oriant a-bezh.

Ishiwara a zo bet levezhonet a-galz gant spered relijiel degaset gant preder Nichiren. Ar preder-mañ a voe ur wir stur evit e hentañ. Nichiren a oa ur mannac'h boudaat a vevas e-pad an XIvet kantved. Diazezet eo e gelenn war ul levr, sutra al lotus, hag a zo sañset bezañ unan eus ar gelennoù diwezhañ Boudha, a-raok ma vefe aet kuit en Nirvana. Nichiren a rakwelas dre ar sutra-mañ, diougan un diskuliadur, hag un displegadur eus an dazont speredel ha denel. Hervezañ, erruout a rafe ur prantad a stourmoù meur etre ar brederoù hag ar ouennoù, e lec'h ma Bro-Japan, unanet gant ar "wirionez" relijiel, a lakfe ar mare-mañ da baouez en ur digeriñ prantad al "lezenn diwezhañ-holl. Bro-Japan a rennfe war ar bed o lakat relijion Nichiren da vezañ skignet er bed a bezh. Adkemeret e vo ar mennozioù-mañ gant Tanaka Chigaku, ha treuzfurmet en ur wir ideologiezh, an nicherism, e lec'h meizad ar Gokutaï a gav e ster. Diskiblien an dogm se a welent e Bro-Japan ar "wirionez", diazez silvidigezh mab-den. Hag an endro speredel-mañ a gizelas sell Ishiwara war hor bed.

Preder Milourel ha strategiel[kemmañ]

E 1905, trec'h Bro-Japan war Bro-Rusia, a zo ar c'hentañ trec'h eus ur vroad ket "gwenn" war ur galloudegezh oksidantel e barzh istor ar bed modern. Lakaat a reas ar Japan d'en em diforc'hañ eus ar meizadoù prusian implijet abaoe muioc'h ha tregont vloaz. An daremrpedoù etre an ofiserien hag an tudennoù politikel, chomet stabil betegen, a cheñchjont adalek 1912 evit en em gavout gant sten etrezo ha stenoc'h c'hoazh gant tabud an dioroadur milourel ha strategiel. Met p'o deus gouezet a pezh a en em gave e Europa, ha p'o deus gwelet ar wir gozni oc'h en em staliañ en arme, en o skiant eus ar breze hag en e zanvez, c'hoant o deus bet lakaat an traoù da cheñch ha d'en em arnevezat. E 1924 eo bet distalliet 4 rann eus an arme, daou-ugent mil den, evit ma ar ministr Ugaki Kazushige a c'helfe prennañ armoù ha binvidi brezel arnevez. Met n'eo ket awalc'h evit ar poent. Ar breder strategiel a gendalc'h da lakaat ar pouez war spered tagañ ar soudard japanat. Ar broadelouriezh sinaat a deu da vezañ un eneberezh ouzh Bro-Japan, Stadoù-Unanet-Amerika ha Japan a grogjont da gaout o daou un disach bras evit Bro-Sina. Hag a greiz holl, ur vegenn milourel nevez a grog d'en em zioroiñ, ur vegenn gant ur spered troet war an difuiñ broadel, enep-oksidantel, arnevesoc'h Er strollad tud-mañ, an ofisier ar muiañ selaouet ha plijet a zo Kanji Ishiwara.

Adalek e vloavezhioù-studi kentañ, Ishiwara a voe lakaet war-well gant ar fed e tremene kalz a amzer da zeskiñ an istor milourel. Hep an Istor ne c'heller ket kompren mont en dro un emgann, pe ur brezel. Pouezhus kennañ eo ivez kompren dioroadur "arz ar brezel". Ishiwar a oa kazi deuet a-benn gant e mennozioù war an Istor da grouiñ ur sort prederouriezh ar brezel hag ar mennozioù stourm (e lec'h ma roas ur ster da zioroadur pep elfenn ar brezel). Hag hep ar perzhioù-mañ, ne c'heller ket kaout ar spered a rakwelour hag a zo rediet evit pep strategour a zoare. Pa oa yaouank, e gave ar preder milourel japanad re stanket hag ampechet gant mennozioù Mahan (troet kalz war-zu ar morlu). Diwezhatoc'h, pa zeas e Bro-Alamagn, e studias Clausewitz, seveniñ a reas e spered istorel war dioroadur ar brezel er bed en ur heuliañ kentelioù Delbruck e skol-veur Berlin. Hervezañ, an aerlu a deufe da vezañ unan eus armoù puezusañ e brezelioù an amzer-dazont.

E digoradur e gemer anaoudegezh an Isor evel ur redi (evel ma z'eo bet laret a-raok). Ishiwara oa tagus kennañ e-keñver izili ar strolladoù rennañ nevez. Aouennet gant ar marksouriezh hag an anarkouriezh, an dud-mañ a glasken distrujañ ar stadoù frankizour ha demokratel, ha unan eus o palioù oa staliañ ur spered hag un aer-gelc'h peoc'h-garour. Tremen a raent o amzer da c'hoapat ha da ziskenn skeudenn an dud oc'h ober war dro pe o studiañ ar brezel. Evit Ishiwara e oa un dra sod nac'hañ d'ur bobl e wir d'en em zifenn, nac'hañ pouez ar brezel e barzh istor dioroadur mab-den ha dre-se, leuskel un tachenn dieub evit galloudegezhioù an Oksidant. Setu perak eo ret da gentañ toud d'ar vrezelour kompren mat perzhioù ha termenadur e arz.

Met ne oa ket un dra da lakat e pleustr nemet evit ar soudarded met evit ar bobl en e bezh. Ret e oa d'ar Gokutaï bezañ stur ar vroad o vont war-raok. En e gentelioù, Ishiwara a dermene ar brezel evel ur mekanik distruj met ivez "mamm ar sevennadurioù nevez". Ur brezel a zistruj ur sevennadur en ur welaat an hini he do an trec'h. Memes ma zigas eneberezhioù, un dever eo evit ur stad pe ur vroad d'en em zifenn ha da stourm evit e vennozioù. Forzh penaos ar gwellañ hag ar barrekañ a za ar maout gantañ. Bez'zo sevennadurioù emgarour ha gwaskus, ha sevennadurioù all diorennerien a vroadoù-meur. Ishiwara a lake ar bed Oksidant er c'hentañ rummad, pobloù Azia ha Japan en eil. An emgann etre an daou bloc'had oa dibelaus, ha memes hetus hervez Ishiwara: e vefe bet gude-se, pe mestroniezh ur ouenn war un all, pe kendeuzadur meur a vroadoù ha kendeuzadur a mennozioù a stourmont evit, forzh penaos an disoc'h a deufe da heul a vefe ur peoc'h hollvedel ha peurbadus. Ar brezel diwezhañ-holl oa o tostaat, ha giz ma ar Stadoù-Unanet oant bet lakaet e-penn ar vroadoù oksidant, e vefent an enebourien pennañ eus Bro-Japan. Ishiwara a gave sod lar ar brezel 1914-1918 oa ur brezel bedel ra ne oa nemet ur brezel etre ar vroadoù a ouenn gwenn. An emgann-veur etre ar Stadoù-Unanet ha Bro-Japan, rakwelet seiz kantved abretoc'h gant Nichiren, a wir brezel a oa o tostaat. Ishiwara a grede en dra-se peogwir e oa diazezet war un diougan ha war e labourioù war dioroadur ha mont en dro an Istor, hag an dra-se a diazeze e rakwelioù war an amzer dazont.

Gant e studiadennoù, ar strategour japanat en oa remerket un nebeut elfennoù a lakas war-wel en e deorien: Da gentañ, dregantad ar c'hemer perzh eus ar boblañsoù sivil er brezelioù oa o kreskiñ. Ar fed da zistrujañ armeoù an enebour gant armoù dre dan a zae war raok (e-keñver an tizh tagañ hag an efedusted). Dre-se eo bet bihanet an unanen kadoniel (ar soudard pe un unanen milourel all) evit en em gavout gant un unanen bihanoc'h met galloudusoc'h, da skouer evit Ishiwara, arm an dazont oa ar c'harr-nij. Hag a-benn ar fin, un dra sklaer ha annat, an enklaskoù milourel int aet war-zu dizoloadur ur galloud hag a genaozfe an dachenn douarel, morel, aerel: ar vombezenn atomek.

Ishiwara a renke ar stummoù brezel disheñvel e-barzh div rummad: da gentañ ar brezelioù prim ha diskoulmus, hag ar brezelioù a hirbadout (da laret eo ar brezelioù diazezet pe war an distrujañ, pe war an uzadur). Ar sistem-mañ a seblant simpl, met pa weller an traoù eus ar sav-poent-se e deu da vezañ splann awalc'h eo un dra wir. Ha talvoudus e teu da vezañ pa klasker displegañ dazont ar brezel. E prantad kentañ ar brezel a grogfe a-benn nebeut, e vefe bet ur brezel a hirbadout, met an armoù degouezet e fin ar c'hentañ brezel bed a diouganen ur stad an traoù diazezet diwezhatoc'h war ur brezel a zistrujañ: ar c'harr-arsailh, ar gazoù marvus, ar c'harr-nij, toud an dra-se a zafe da derriñ ar c'helc'hiad uzadu/distrujañ. Ha dreist-holl ar ar vombezadegoù dre an aerlu. Rak implij an arm-mañ a gase an traoù evel ar savidigezhioù brezel, ar morlu, hag all da get. Ar brezel en aer oa barr ur sistem brezeliñ diazezet war mestroniñ an elfennoù strategiel (an elfenn aer, an elfenn mor, an elfenn douar). Rak mont en dro ar brezel oa un dioroadur barregezhioù mab-den da gaout ar mestroni hag an implij war e endro. Brezel en aer oa ar stad diwezhañ holl an dioroadur-mañ. Un dioroadur hag a echufe pa vefe disoloet sekred ar vombezenn atomek.Gant an dra-se, palioù ar strategourien hag ar pennoù-brezel vefen cheñchet penn da benn: ne vefe ket muiñ klasket tizhout tiriad an enebour, nag e armeoù, met ar boblañsoù sivil hag an elfennoù eus ar mekanik brezel (labouradegoù, stal-armoù, hag all...). Ar bobl en e vez a vefe stanket ha kemeret gant ar brezel. Eus an dra-se e c'heller lavar e dipleg e vefe ar brezel diwezhañ ur brezel hollek (Ma seller mat ouzh e deorienn, memes ma z'eus fazioù e lec'hioù'zo, rakwelus awalc'h eo). Ishiwara a gortoze dizoloadurioù teknologel. A-benn nebeut, ur c'harr-nij gant nemet daou zen e-barzh a c'helfe mont en tu all d'ur c'hevandir bennak, ha bannañ ur sammad brazh a vombezennoù. Ne oa nemet da sevel un niver a girri-nij eus ar stumm-mañ evit en em gavout gant ur galloud bras kennañ.

A-benn prientiñ ar vro, aze Ishiwara a gemer harp war e deoriennoù, ret e oa d'ar stad en em prientiñ a-vat d'en em gaout gant ur brezel a hirbadout a-enep ar Stadoù-Unanet. Hervez strategourien'zo, ur brezel eus ar stumm-se n'oa ket kalz a chañs da vont en dro, rak Japan n'en oa ket awalc'h a danvezioù ha a bourvezioù ekonomikel evit gellout gounit e giz-se. Ha da vefe bet da Japan bezañ trec'h, aha trec'h da vat, un nebeut wech evit kaout ar maout er fin. Met Ishiwara a enebe ouzh an dra-se en ur laret e oa ret lakat e pleustr ur strategiezh kevandirel evit bezañ kreñv war ar sav-poent ekonomikel. Dre-se, ret e oa da Vro-Japan kaout ur mestroni eus tiriadoù'zo er Reter-Aziat, ha da gentañ e Manchouria. Hag evit lakat e plas ur blokus morel, e oa ret aloubiñ ar Philipined, inizi Guam, ha perak paz Hawaï. Ha neuze kaout ur morlu kreñv kennañ. Ishiwara, e pad an eil brezel bed en oa klasket lar da stolladoù rennañ an arme e oa dibabet fall kennañ an tiriadoù aloubet, ha re ledan an tachenn mestroniet (da laret eo diaes kennañ da wareziñ). Hag bez'oa, ar wirionez gantañ, rak Japan en eus kollet war tachennoù ha war danvezioù'zo, ha abalamour da draoù rakwelet gant Ishiwara.

E-barzh raktres ar strategour, un dra oa a bouez kennañ eo an diplomatiezh. Da gentañ toud e vefe ret da Vro-Japan klask kaout darempredoù mat gant Bro-Sina, a-benn krouiñ ur bloc'had pan-aziat. Ret e oa klask bezañ neptu awalc'h e keñver Rusia hag ar galloudegezhioù european. Bezañ gouest lakaat ar vro a bezh da stourm a-enep ar Stadoù-Unanet. Ma ar re-mañ a gouzfe, e vefe en un doare digudenn trec'h an Oriant. Da vefe bet da Japan lakat e pleustr ur bolitikerezh a broduadur prim eus an armoù, buhanat an enklaskoù skiantel, lakat e plas barregezhioù diblasañ kreizennoù gravitadur an armerzh ha staliañ labouradegoù war ar c'hevandir, rak hep troad war hemañ, Japan na c'helfe ket mont gwall pell er brezel. Hag evit echuiñ, krouiñ un aerlu didrec'hus. War sav-poent diabarzh ar vro, e vefe ret immorañ ha stummañ ar boblañsoù d'ur brezel hirbadus, adaozañ hag adframmañ ar vuhez bemdeziek e doare ma vefe prest da enebiñ ouzh forzh peseut degouez pe darvoud.

Memes m'e sell war ar brezel oa lemm awalc'h, Ishiwara n'eus ket diwallet da elfennoù'zo: da gentañ d'ar vroadelouriezh sinat, hag a soénje dezhañ e oa gwoan. Hag en eil, n'en eus ket prederiet awalc'h war elfennoù brezel evel al listri-spluj hag an douger-nijerezed (n'int ket kalz meneget en e gentelioù).

Memes ma z'eus mankoù en e deorien, lesañvet eo bet ar "Clausewitz japanat". Ha pa vez tamalet dezhañ bezañ nemet ur c'helenner, evel respont n'ez eus kemet sellet ouzh e labour e Manchouria, e lec'h e stalias ur galloud japanat gant nemet 10 000 soudard (Manchouria a zo ken bras ha Bro C'hall, poblet kennañ hag e lec'h ma veze kavet un arme gant binvioù brezel arnevez!). Ha ret eo gouzout Ishiwara a zo bet pedet gant Tojo, goude ma n'oa kaset anezhañ en harlu, da reiñ sikour dezhañ peogwir Japan oa o koll ar brezel. Ishiwara a respontas dezhañ e oa re ziwezhat ha ne chome nemet dezhañ gortoz an amerikaned.

Da welet[kemmañ]

Memes ma e barzh istor an eil brezel bed, eo un den kazi dianavezet, e bersonelezh a zo bet implijet en ur stumm dedennus kennañ e barzh ur manga skrivet gant Kaiji Kawaguchi, añvet Zipang. Met ret eo diwall, rak el levr-mañ, memes ma tudenn Ishiwara a zo labouret en un doare dreist, ne vez ket diskouezet nemet un damsell eus e stumm gwelet an traoù. Dont a ra da vezañ un dudenn faltaziek ha tost diwirion. Doujet e vez eus ar fedoù istorel, ouzhpennet vez traoù a n'int ket sur diwar e benn ha ne vez ket laret traoù'zo. Memestra, Kawaguchi a zo deuet a-benn da reiñ da Ishiwara un disach brav, dedennus ha dic'hortoz.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Ishiwara Kanji and Japan's Confrontation with the West, skrivet gant Mark R. Peaîtie, embannet e Princeton University Press, e 1975
Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.