Joseph von Eichendorff

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Joseph von Eichendorff[kemmañ]

Joseph von Eichendorff

Joseph Freiherr von Eichendorff (10 a viz Meurzh 1788 - 26 a viz Du 1857) a oa ur barzh hag ur romantour alaman.

Buhez[kemmañ]

Eichendorff zo bet ganet e Schloss Lubowitz, e-kichen Ratibor, e Silezia. E dud Adolf Freiherr von Eichendorf, zo ofisour en arme bPrusia, ha Karoline Freiin von Kloche, ganet en ur familh tud-jentil katolik. Etre 1793 ha 1801 eo desavet en tiegezh gant e vreur Wilhelm. E miz Here 1801 avat int kaset d’al lise katolik e Breslau hag e chomint e pañsion kouent Sant-Jozeb betek ar bloaz 1804. Goude-se, Joseph von Eichendorff a ya kuit da studiañ ar Gwir e skol-veur Halle (1805-1806) ha hini Heidelberg (1807-1808), lec’h ma ray anaoudegezh gant ar barzh Isidorus Orientalis. Hennezh en do ul levezon kreñv warnañ ha war ec’h oberenn. E 1808 e krog e-barzh ur veaj « a zeskadurezh » en Europa, o weladenniñ Pariz ha Vienna. Evit kenskoazellañ e dad ha merañ madoù ar familh e teu en dro da Lubowitz e 1809.

E-pad ar goañv 1809-1810 emañ Eichendorff e Berlin. Eno e kejas gant Johann Gottlieb Fichte, Achim von Arnim, Clemens Brentano, ha Heinrich von Kleist. Echuiñ a ra e studioù e Vienna e 1810-1812. Etre 1813 ha 1815 e stourm e brezelioù dieubiñ, da vare ar c’hwevet hag ar seizhvet kenunaniezh a-enep Napoleon. Degemeret eo er velestradurezh Prusia e 1816 en ur vezañ stajiad e Breslau. E 1817 eo ganet e verc’h dezhañ,Thereza hec’h anv.

Dont a ra da vezañ kuzulier skol hag iliz gatolik Danzig e 1821 hag Oberpräsidialrat e Königsberg e 1824. Diazezañ a ra e Berlin gant e familh e 1831, evit labourat dindan renerezh lies ministrerezhioù. E 1841 eo anvet da guzulier kuzh ar Gouarnamant. Reiñ a ra e zilez e tri bloaz goude avat, da heul un diforc’h meno a sell ouzh ar gofesion, hag e tec’h kuit gant e wreg Louise, e verc’h Thereza hag an ofisour prusian Louis von Besserer-Dahlfingen. Evit treiñ kein ouzh gwalleurioù an dispac’h a darzh, emañ o veajiñ e Dresde ha Köthen e 1849. Prenañ a ra e verc’h ti ar Major Nicolaus Joseph von Holly-Ponienczecz er gêr-se e 1854. Dont a ra Eichendorff da Köthen en dro e miz Ebrel 1855 hag e chomo en ti betek miz Here. Etre 1856 ha 1857 eo kouviad Heinrich Förster, en e genkiz a vBreslau, anvet Schloss Johannisberg.

D’ar 26 a viz Du 1857 e varv Eichendorff e Neisse, e Silezia Uhel.

Savadur en enor da Eichendorff
An ti e Köthen : ennañ e vevas Eichendorff etre miz Ebrel ha miz Here 1855.


E 1956 ez eus bet krouet ur priz lennegel Eichendorff gant Kelc’hiad Wangen, hag ur mirdi gouestlet d’ar skrivagner zo digor e Wangen im Allgäu. Savet e 1931, pal ar Gevredigezh Eichendorff zo studiañ buhez, oberenn ha levezon Joseph von Eichendorff. Etre 1935 à 1943 ez eus bet roet ur priz Joseph Freiherr von Eichendorff.

Diwar vuhez un travelgen – e bennoberenn[kemmañ]

Ar garantez hag ar beajoù a ra danvez al levr, evel m’eo dleet er romantoù romantel ar mare-se. Kuitaat a ra an haroz milin e dad ha mont da liorzhour en ur c’hastell e Vienna. Buan e kouezh e garantez evit ur plac’h hag a zo, hervezañ, merc’h an Dug. N’eo ket diouzh he renk ha, ken dibosupl eo ar garantez etrezo, e tiviz mont kuit da Italia. Pa teu da Vienna en dro e kompreno en deus faziet merc’h an den-jentil gant e garantez. Hag hounnezh zo bet desavet gant an Dug hep bezañ diouzh e gwad. Ha netra na vir outo da zimeziñ eta !

Oberennoù pennañ[kemmañ]

  • Die Zauberei im Herbst (1808 )
  • Oberschlesische Märchen und Sagen (1808-1810)
  • Ahnung und Gegenwart (1815)
  • Das Marmorbild (1819)
  • Aus dem Leben eines Taugenichts (Diwar vuhez un travelgen) (1826)
  • Dichter und ihre Gesellen (1833)
  • Viel Lärmen um nichts (1833)
  • Auch ich war in Arkadien (1834 pe 1838)
  • Die Meerfahrt (1835)
  • Das Schloss Dürande (1837)
  • Die Entführung (1839)
  • Die Glücksritter (1841)
  • Libertas und ihre Freier