Heinrich von Kleist

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Heinrich von Kleist
Heinrich von Kleist
Heinrich von Kleist
Obererezh barzhonegoù, danevelloù, c'hoariva
Ganedigezh 18 a viz Here 1777
e Frankfurt (Oder)
Marv 21 a viz Du 1811
e lenn Wannsee e-kichen Potsdam
Yezh skrivañ alamaneg
Luskad lennegel romantelezh
Oberennoù pennañ
  • Der Prinz von Homburg
  • Der zerbrochne Krug
  • Penthesilea

Sinadur Kleist Signature.gif

Heinrich von Kleist (18 a viz Here 1777 e Frankfurt (Oder)21 a viz Du 1811 e lenn Wannsee) a zo ur skrivagner hag ur c’hoarivaour alaman.

E vuhez[kemmañ]

Bez Kleist

Kleist a voe ganet en ur familh soudarded. Studiañ a reas e Frankfurt betek mont en arme e 1792. E 1793 e kemeras perzh e emgann hag e kaeladur Mainz. Beajiñ a reas en Europa hag e skrivas meur a bezh-c’hoari, hini ebet anezho a voe leurenniet e-keit ma voe bev. Kazetennoù lennegezh a grouas ivez, berrbad an holl anezho. Soñjal a reas d’ar C’hallaoued e oa Kleist ur spier, ha bac’het e voe e-pad meur a viz e kreñv-lec’h Joux e 1807. Ur c’hwitadenn e voe e bezh-c’hoari diwezhañ anvet Prinz Friedrich von Homburg’’ hag en em zistrujas er 'Pfaueninsel (enezenn ar pauned, lenn Wannsee, nepell diouzh Potsdam) e 1811 goude bezañ tennet war e vignonez Henriette Vogel (ur c’hign-bev he doa). War e vez e c’haller lenn ur werzenn tennet eus Prinz Friedrich von Homburg’’ : " Nun, o Unsterblichkeit, bist du ganz mein " (Bremañ, O divarvelezh, out din penn-da-benn!)

Bez Kleist e Berlin-Wannsee
Lizher emzistruj a gasas Kleist d'e hanterc'hoar Ulrike

Kleist hag skrivagnerien all[kemmañ]

Gant Stefan Zweig ez eus bet savet ur pennad diwar-benn buhez Kleist en e levr anvet Ar stourm a-enep d’an diaoul” (1925).

Kenskriverezh klok 1793 - 1811[kemmañ]

Un deizlevr anvet “Istor ma enez” a zo bet skrivet gant Kleist, met ne chom roud ebet anezhañ. En e genskriverezh e c’haller kavout un nebeud titouroù diwar e benn. Daoust m’eo gwelet hiziv an deiz evel unan eus skrivagnerien bouezsuañ Alamagn eo bet disprizet gant Goethe pa oa bev. Ne blijas ket kalz d’ar romantelerien ivez. N’eus nemet Nietzsche a voe dedennet gant e oberenn, hag anv a gaver e oberenn Nietzsche eus ul izher sakrivet gant Kleist, ennañ e kont penaos eo bet digalonekaet goude bezañ lennet testennoù Immanuel Kant.

E oberenn[kemmañ]

  • Robert Guiskard, Herzog der Normänner (tammoù),
  • Die Familie Schroffenstein
  • Der zerbrochne Krug
  • Amphitryon,
  • Das Erdbeben in Chili
  • Morgenblatt für gebildete Stände
  • Die Marquise von O…
  • Phöbus
  • Die Hermannsschlacht
  • Penthesilea'
  • Das Käthchen von Heilbronn oder Die Feuerprobe. Ein großes historisches Ritterschauspiel
  • Michael Kohlhaas. Aus einer alten Chronik
  • Katechismus der Deutschen
  • Das Bettelweib von Locarno
  • Die heilige Cäcilie oder die Gewalt der Musik. Eine Legende
  • Über das Marionettentheater
  • Über die allmähliche Verfertigung der Gedanken beim Reden
  • Die Verlobung in St. Domingo
  • Der Findling
  • Der Zweikampf
  • Prinz Friedrich von Homburg oder die Schlacht bei Fehrbellin

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.