Implijer:Neal/Piv on

Eus Wikipedia

Diwar ma fenn

Evit goût hiroc'h, sellit ouzh ar pennad Robert Neal Baxter

Berr-ha-berr:

Saoz on o chom e Galiza abaoe 14 bloaz ha desket ma brezhoneg ganin e Bro-Dreger goude bezañ kroget gantañ gant Skol an Emsav [1] e Roazhon (trugarez Dominig Jollivet...).

Labourat am eus graet e-pad meur a vloavezh gant Diwan, da gentañ e evel kelenner war ar saozneg er Releg ha skolaer e Tregon ha war-lerc'h o sevel a levrioù evit ar c'hentañ derez.

Bet on o chom e Bro-Dreger, Bro-Gernev, e Bro-Leon hag ivez e Breizh-Uhel.

Un aotreegezh am eus digant Skol-Veur York (R.U. [2]) war ar yezhoniezh (gant galleg ha sinaeg) hag un doktorelezh war an treiñ hag ar jubenniñ digant Skol-Veur Vigo [3] e lec'h ma kelennan ar jubennniñ abaoe un dek a vloaz bennaket.

Ma levraoueg

Evit ma anaout gwelloc'h dre c'hoût peseurt levrioù a blij din ar muiañ e c'heller klikañ amañ[4].