Houad penn ruz

Eus Wikipedia
Houad penn ruz

Ur par Mareca penelope,
luc'hskeudennet e WWT Slimbridge
(Gloucestershire, Bro-Saoz)
Galvadennoù bet enrollet e Dorset


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Anseriformes
Kerentiad : Anatidae
Genad : Mareca
Anv skiantel
Mareca penelope
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An houad penn ruz[1] (liester : houidi penn ruz)[2] a zo ur spesad evned palvezek, Mareca penelope an anv skiantel anezhañ (Anas penelope kent)[3] .

Anvadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivet e voe an houad penn ruz gant Linnaeus e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae dindan an anv Anas penelope, anas o verzañ ar ger latin evit "houad" ha penelope oc'h ober dave d'un houad hag en devije saveteet Penelope pa voe stlapet er mor. |

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 42 ha 52 cm eo hirder al labous, 71–80 cm e zigorded ha 500-1100 g e bouez.
Gris eo kostezioù ha kein ar par, du eo e lost, gwer teñval e bluñv askell ; un takad gwenn skedus a weler war laez e zivaskell dispak. Roz eo e vruched, gwenn e gof, rous e benn gant ur gurunenn liv ar c'hoaven. Pa ne vez ket mare ar gouennañ ez eo neuz ar pared tostoc'h da hini ar barez, a zo gell sklaer he fluñv.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra diwar amprevaned ha plant peurliesañ, a gav e pradeier pe geunioù.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer ar spesad o neizhañ e hanternoz ha kreiz Eurazia hag o c'hoañviñ en Afrika ha kreisteiz Asia[4].
Alies e vez e Breizh-Veur hag en Iwerzhon er goañv, hogen ne chom ket da ouennañ Bro-Skos. A-wechoù e vez gwelet en SUA ivez : dre ma'z eo bagadus-kenañ al labous ez a alies kevret gant Anas americana, betek hironañ gantañ.

  • ██ Goanviñ
  • ██ Gouennañ
  • Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]