Hoatzin
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Opisthocomiformes | ||||
| Kerentiad : | Opisthocomidae | ||||
| Genad : | Opisthocomus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Opisthocomus hoazin Müller, 1776 |
|||||
|
|||||
An hoatzin (Opisthocomus hoazin) zo un evn a vev er geunioù pe tost ouzh ar stêrioù e Suamerika.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
A-vent gant ur fazan eo, etre 60 ha 70 cm. Glas eo e zremm ha ruz e zaoulagad. E gorf zo gell-kistin hag e lost glas-gwer ha gwenn en e veg. Ur guchenn bluñv gell-ruz zo war e benn. Ar plog zo noazh pa vez ganet, gant daou skilf e penn e zivaskell hag a steuz pa erru an evn en e oad gour.
[kemmañ] Gouennañ hag emzalc'h
Gouennañ a ra an hoatzin e koulz ar glaveier. Sevel a ra e neizh 2-4 metr a-us an dour ha dozviñ 2 pe dri vi a vez goret 1 mizvezh. Ar plog a chom en neizh 2-3 sizhun goude bezañ digloset. Maget e vez gant ar par koulz ha gant ar barez.
Par ha parez a zifenn o zachenn : reiñ a reont da c'houzout d'an hoatzined all eo o zachenn dre ober lidoù-parañ, trouzioù boud hag en em derc'hel en ur mod tagus. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz pe zaou. E-pad ar prantad-se e sikouront o zud dre ober war-dro ar ploged ha difenn an dachenn.
Un nijer dizampart eo an hoatzin. Evit tec'hel kuit rak ur preizhataer (marmouz, evn-preizh, naer...) e ra an hoatzin yaouank gant e skilfoù evit krapat ouzh ar gwez. Ma n'eo ket trawalc'h evit achap kuit e spluj en dour a-is an neizh ha neuial dindan-gorre.
[kemmañ] Boued
En em vagañ a ra diwar delioù, hag a-wechoù frouezh ha bleunioù. Estreget ar skilfoù e penn divaskell an hoatzin yaouank zo dibar d'an evn-mañ : e grubuilh ledan a ro bod da vakteri a servij da derriñ goloenn kelligoù an delioù hag aesaat o c'hoazhañ. An evn nemetañ eo gant ur sistem koazhañ evel-se.
[kemmañ] Rummatadur
Ar spesad nemetañ eo er genad Opisthocomus hag er c'herentiad Opisthocomidae. Diouzh an evnoniourien e vez renket an hoatzin en urzhiad Cuculiformes pe Opisthocomiformes. N'eo ket sklaer c'hoazh peseurt evned eo ar re dostañ oute a-fed rummatadur : ar c'houkouged pe an tourakoed.