Herri Iañ (Frankia ar Reter)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

King of the Holy Roman German Empire Henry I. the Fowler.jpg

Herri Iañ Saks , pe Herri Iañ Germania [1] (pe Heinrich der Finkler, Heinrich der Vogler en alamaneg; Henricius Aucepsen e latin ), ganet e 876 ha marvet e 936 e Memleben e Thüringen, lesanvet an Evnetaer dre ma oa nay gant ar chase gant falc'huned, dug Saks adalek 912, roue Frankia ar Reter adalek 919.
Tad e oa da Otto Iañ (impalaer santel), kentañ impalaer german, ha tad-kozh da zaou roue eus Bro-C'hall, Loeiz V ha Huon Capet.

Istor[kemmañ]

E dud[kemmañ]

Mab e oa da Otto Iañ, dug Saks (war-dro 851 - 912) ha d'an dugez Hedwige (war-dro 856 - 903), a oa merc'h da varkiz Neustria Herri ha da Ingeltrude, a ziskenne marteze eus Karl Veur[2]


E dad a voe dug Saks war-lerc'h e vreur Bruno Saks, lazhet en un emgann e miz C'hwevrer 880. Dibabet e oa bet da ren war-lerc'h loeiz ar Bugel, met nac'h a reas ar gurunenn ha goulenn a reas dilenn Konrad Iañ Germania


E vuhez[kemmañ]

Herri Saks o klevout eo bet anvet da roue a-greiz ma edo oc'h evneta, kaoued ha roued gantañ.

Adframmañ ar rouantelezh[kemmañ]

Goude marv Loeiz IV ar Bugel († 840), skarzhet diskennidi Karl Veur, e tegouezhas ar rouantelezh etre daouarn Konrad Iañ Germania en 911, ha gant Herri an Evnetaer en 919. E rouantelezh Germania neuze e oa bodet un darn eus douaroù Francia orientalis Karl Veur, ha reuz enne. E Dugelezh Saks, da varv e dad en 912, e rankas Henri en em gannañ ouzh e amezeien er c'hreisteiz, Dugelezh Frankonia. Enebet e oa ouzh Konrad Iañ Frankonia, a varvas e Kerdu 918.


E zimezioù hag e vugale[kemmañ]

Herri Iañ Germania ha Matilda Ringelheim.

Dimeziñ a reas Herri Germania e 906 da Hateburge Alstadt, merc'h d'ar c'hont Erwin Saks, hag ur mab o doe, Thankmar, a voe lazhet d'an 28 a viz Gouhere 938 en emgann Eresburg p'edo o vrezeliñ ouzh e vreur Otto Iañ (impalaer santel). Dispartiañ a reas diouzh e wreg en 909

Addimeziñ a reas Henri er bloaz-se en-eeun e kastell Wallhausen, e-kichen Sangerhausen gant Matilda Ringelheim (Santez Mathilda Reingelheim) (890 - 968), ha pemp bugel o doe:

C'hoarigan[kemmañ]

Herri zo unan eus harozed Lohengrin, c'hoarigan Richard Wagner (1850).

Heinrich Himmler war vez Herri Iañ e 1938


Lennadurezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. E diegezh el lec'hienn Medieval Lands
  2. Foundation for Medieval Genealogy : Saxony ha Francony : hervez an Annalista Saxo (902 ha 907) e oa c'hoar da popponien Adalbert, hendad d'an Tiegezh Babenberg. Anv a ra Reginon eus ar stourm entre Rodolf ha mibien an dug Herri, Adalbert, Adalard ha Herri. An dug Herri-se a zimezas d'un Ingeltrude, a vije, gouez da K.A. Eckhardt (Genealogische Funde zur allgemeinen Geschichte, 1963) ur verc'h da Évrard Frioul ha da Gisela, merc'h da Loeiz an Deol .

Pennadoù kar[kemmañ]