Huon Veur
Eus Wikipedia
Huon Veur, ganet war-dro 897 ha marvet e 956 e Dourdan, mab da Roperzh Iañ, roue ar Franked, a voe kont Pariz, markiz Neustria adalek 923, dug ar Franked adalek 936, ha kont Auxerre adalek 954 . Tad e oa da Huon Capet.
E penn un domani bras ha galloudus e oa ha pa varvas ar roue Raoul e 936 e nac'has gwiskañ kurunenn ar rouantelezh gant aon da goll e c'hounidoù. Kendrec'hiñ a reas uhelidi all ar vro da vont da gerc'hat Loeiz, mab Charlez III, harluet e Bro-Saoz, ha dibab anezhañ evel roue.
E penn kentañ ren Loeiz IV en em glevas mat Huon Veur gant ar roue yaouank met buan e trenkas ar soubenn hag enebiñ a reas outañ neuze betek e varv.
Dimeziñ a reas gant Hadwig von Sachsen, c'hoar an impalaer Otto Iañ hag e-touez o bugale e oa :
- Huon, roue anavezet evel Huon Capet,
- Otto, a vo dug Bourgogn
- Odo, a vo dug Bourgogn war-lerc'h e vreur Otto, dindan an anv Herri.