Hasiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
H A S I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
BohriomHasiomMeitneriom
Os
Hs
taolenn beriodek, hasiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 108
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 8, 7, d
Tolz atomek 265,13 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d6 7s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 14, 2 (diouganet)

Electron shell 108 Hassium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 8 Oksidenn drenkek skañv
(diouganet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur (brasjedet) 1 : 733,3 kJ/mol

2 : 1 756 kJ/mol 3 : 2 827 kJ/mol

Skin atomek 126 pm (diouganet)
Skin kenamsav 134 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 41 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo an hasiom, Hs eo e arouez kimiek, 108 e niver atomek ha 265,13 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek eo an hasiom.

Istor[kemmañ]

E 1978, en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[1], e teuas ur skipailh renet gant Youri Tsolakovitch Oganesian ha Vladimir Outyonkov a-benn da genaozañ izotop 270 an elfenn 108 dre vombezenniñ radiom gant kalkiom. E 1983 e kenaozjont an izotop 263 dre vombezenniñ bismut-209 gant manganez-55, an izotop 270 adarre dre vombezenniñ kaliforniom gant neon hag an izotop 264 dre vombezenniñ plom-208] gant houarn-58.
E 1984 avat e voe kavet an izotop 265 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dre vombezenniñ plom-208 gant houarn-58 ivez.
E 1993 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ar GSI evel dizoloer ofisiel an elfenn 108, rak resisoc'h e oa e zisoc'hoù eget re an ОИЯИ — ha resisoc'h c'hoazh pa oant kadarnaet gant labour Soviediz.[3]

Fellout a reas d'an Alamaned reiñ an anv hassium d'an elfenn nevez, gant an arouez Hs, hervez stumm latin Hassia ar Stad Hessen m'emañ Darmstadt ; e 1994 avat ez erbedas an IUPAC an anv hahnium (Hn) evit an elfenn 108, en enor d'ar fizikour alaman Otto Hahn hag evit ma vije an hahnium amezek d'ar meitnerium (109Mt) : gant Otto Hahn ha Lise Meitner e oa bet dizoloet ar skiriadur derc'hanel e 1938. Ouzhpenn da gement-se, ne gave ket d'an IUPAC e oa Stad Hessen dellezek da reiñ hec'h anv d'un elfenn gimiek[4] ; brouzet e voe ar GSI hag an American Chemical Society, ha ret-mat e voe d'an IUPAC degemer hassium, a voe lakaet da anv etrebroadel ofisiel e 1997.[5]

Perzhioù[kemmañ]

Gortozet int evel par da re elfennoù all ar strollad 8 (26Fe, 44Ru hag 760s), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.

Izotopoù[kemmañ]

Pemzek izotop eus Hs zo bet kenaozet, gant hanter-vuhezioù o vont eus 0,4 ms (268HS, 2009) betek 3,6 s (269Hs, 2004).[6]

Arver[kemmañ]

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  3. IUPAC, danevell 1992, p. 1790] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  4. EMSLEY, p. 215-7
  5. IUPAC] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  6. NNDC Chart of Nuclides {{en]] Liamm oberiant 9 KZU 12

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford