Gwir Iliz Jezuz
Gwir Iliz Jezuz pe Iliz ar Gwir Jezuz (sinaeg: 真耶穌教會 pinyin: Zhēnyēsū Jiàohuì)[1] zo anv un Iliz kristen dizalc'h bet diazezet e Beijing e 1917. Sellet a ra outi hec'h-unan evel ur skourr eus ar gristeniezh prostestant deuet war wel e Sina er bloavezhioù 1900. Embann a ra bodañ en-dro dezhi 1.5 milion a feizidi[2]. En XXvet kantved e veze gwelet an holl vroioù kristen europat evel ar Gristeniezh enebet ouzh ar broioù e Reter hag e Su Azia, Norzhamerika, Oseania, Afrika.
E penn an Iliz (prezidant) emañ bremañ Yung-Ji Lin[3] a embann bezañ prezegenner. Dilennet eo bet gant bodadeg etrebroadel Gwir Iliz Jezuz. Krediñ a ra an Iliz en doueoniezh pantekostour, un reolenn diazezet war gras ar Spered Santel.
Diazezet eo an iliz kristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont:
- er Spered Santel (fr:Glossolalie).
- e sakramant ar Vadeziant da vezan diwallet diouzh ar pec'hed-orin ha dont-tre e familh Doue, an Iliz.
- e Sakramant an aoter, ar sakramant a dalvez da zerc'hel koun eus marv Jezus-Krist.
- ez eo Jezuz-Krist gwir Zoue ha gwir zen, deuet da vevañ ur vuhez den da ziskouez piv eo Doue d'an dud, da lavaret eo ar garantez.
- er Bibl (An Testamant Kozh, An Testamant Nevez).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E saozneg True Jesus Church. An anv ofisiel disklêriet e Bro-C'hall eo Véritable Jésus Église, troet ger-ha-ger diouzh ar sinaeg, da lâret eo La véritable église de Jésus e galleg flour.
- ↑ Daoust da lec'hienn an Iliz e Los Angeles da embann unniver a 1,5 milion, mammennoù en Iliz e Sina a lavar e vefe tostoc'h da 2,4 - 3 milion a dud enni e Sina. S.o. Allan Anderson, An introduction to Pentecostalism: global charismatic Christianity, p.133-4.
- ↑ Sinaeg : 林永基
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |