Gustaf Mauritz Armfelt
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Sveden, Impalaeriezh Rusia |
Anv-bihan | Gustaf |
Anv-familh | Armfelt |
Deiziad ganedigezh | 31 Meu 1757 |
Lec'h ganedigezh | Marttila |
Deiziad ar marv | 19 Eos 1814 |
Lec'h ar marv | Tsarskoye Selo |
Abeg ar marv | cardiovascular disease |
Lec'h douaridigezh | Turku |
Tad | Magnus Wilhelm Armfelt |
Mamm | Maria Catharina Wennerstedt |
Pried | Hedvig Ulrika De la Gardie |
Kar | Carl Gustaf Armfeldt, Gustaf Armfelt |
Yezh vamm | svedeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | svedeg |
Kondaonet evit | treason |
Micher | diplomat, milour, politiker |
Implijer | Gustavianska operan |
Bet war ar studi e | Royal Academy of Turku |
Grad milourel | major jeneral |
Brezel | Dano-Swedish War of 1808-1809, Brezel etre Sveden ha Rusia, Franco-Swedish War, Finnish War |
Ezel eus | Swedish Academy, Royal Swedish Academy of Music, Swedish Academy |
Darvoud-alc'hwez | pardon |
Gustaf Mauritz Armfelt, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1757 en Tarvasjoki, en Finland, ha marvet en 1814, en Tsarskoye Selo, en Rusia, a oa ur c'hont finlandat, ofiser ha diplomat svedat, hag a labouras evit roue Sveden da gentañ, evit impalaer Rusia goude. Gwellañ mignon ar roue Gustav III e oa d'ur mare, ha servij a reas ivez dindan e vab Gustav IV Adolf. Jeneral e voe goude en arme Rusia, etre 1812 ha 1814, ha kuzulier an tsar Aleksandr Iañ, hag eñ an hini a alias mestr Rusia da grouiñ Dugelezh-veur Finland hag a deuas da vezañ emren. En Finland enta eo brudet evel unan eus politikourien veur ar vro, hag e Sveden evel treitour.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Gustaf Mauritz Armfelt e Tarvasjoki, e Finland wirion. Noblañsoù e oa e dud ; gourvab e oa da Carl Gustaf Armfeldt a oa bet jeneral en arme Sveden dindan ar roue Karl XII.
Mont a reas da asagn gant ar warded en 1774, met sachañ a reas konnar ar roue Gustav III war e gein abalamour d'e emzalc'h, troet ma oa d'en em gannañ gant ar c'hleze. Gwelloc'h e kavas pellaat diouzh al lez, ha mont d'an estrenvro.
E 1780 en em gavas gant roue Sveden e Spa. Dre ma oa plijus e zoare, hegarat ha speredek, e tommas ar roue outañ. Da gentañ e voe roet dezhañ ur garg nevez, evel mestr ar plijadurioù el lez. Met buan e voe roet kargoù all siriusoc'h dezhañ.
En 1783 e kemeras perzh en divizoù gant impalaerez Rusia, Katelin II. Goude, e-kerzh ar Brezel etre Sveden ha Rusia er bloavezhioù 1788-1790, e tiskouezas bezañ ur c'huzulier a fiziañs d'ar roue, hag en Rusia e teuas da gaout brud vat abalamour d'ar perzh a gemeras da gas da benn feuremglev Varala a lakae fin d'an tabut etre Rusia ha Sveden. Se zo kaoz e voe roet dezhañ medalinier Urzh Sant-Aleksandr-Nevski ha hini Urzh Sant-Andrev gant an impalaerez.
En 1788 e voe aloubet Sveden a-daol-trumm gant arme Danmark, ma edo kêr Göteborg en arvar. Gant aotre ar roue e savas Armfelt un arme en Dalecarlia hag a voe kaset gantañ d'an trec'h. Pan edo noblañs Sveden o yenaat ouzh he roue Gustav III e chome Gustaf Mauritz Armfelt feal dezhañ .
Diplomat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edo Gustav III war e dremenvan e fizias e vab yaouank en Armfelt hag e anvas e vignon da ezel eus kuzul ar roue ha da benngouarnour kêr Stockholm. Met an noblañsed a oa troet a-enep ar roue Gustav a lakaas an dug ha rejant Karl XIII da gas Armfelt da gannadour da Rouantelezh an Div Sikilia (1792-1794), kement ha kaout an dizober anezhañ. Pa voe eno e kenskrivas Armfelt gant Katelin II, impalaerez Rusia, hag ec'h aozas un irienn da gemmañ pennoù gouarnamant Sveden, ha lakaat mignoned Gustav e-lec'h mignoned e vreur Karl e penn ar vro.
Kavet e voe petra e oa o steuiñ gant spierien ar rejant Karl. Dont a reas tud Karl d'e herzel da Naplez, hogen gallout a reas tec'hel, gant skoazell ar rouanez saoz Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel.
Gwelloc'h e kavas mont da glask repu da Rusia, gant ar soñj da gavout fret en arme rus, met kraouiet e voe e Kalouga, en Rusia, etre 1794 ha 1797. E-keit-se, e Sveden, e voe kemeret e vadoù digantañ, ha kondaonet e voe d'ar marv evel treitour meur. Tamallet e voe e serc'h Magdalena Rudenschöld, ha skourjezet e voe an itron el leurgêr Riddarhus dirak an holl, abalamour, a lavarer, da gasoni ar rejantez.
Kondaonet e voe ar gontez Rudenschöld d'ar marv da gentañ, da vezañ bac'het betek fin he buhez goude, ha dieubet a-benn daou vloaz. Evit Gustaf Mauritz Armfelt a reas e annez, goude bet dieubet, e Dresden ha goude e Berlin, ma vevas etre 1797 ha 1799, hag ac'haleno ez eas da Silezia, Bohemia ha Kourland, ma chomas etre 1799 ha 1802. E-kerzh e harlu e Kourland edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland.
Ofiser en arme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gustav IV Adolf a oa deuet en oad da vout roue ar vro ha pediñ a reas Armfelt da zistreiñ da Sveden. Diskarget e voe eus an tamalloù a dubarderezh ha kaset da gannadour da Aostria. Distreiñ a eure en 1807, hag anvet e voe da bennkomandant war an harzoù gant Norge ha perzh a gemeras er brezel etre an div vro met ne c'hallas ket ober kalz a dra abalamour da emzalc'h pennoù an arme.
O servij an tsar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skarzhet e voe eus Sveden d'an 1 a viz Ebrel 1811. Er bloavezh-se e teuas Gustaf Mauritz Armfelt da vezañ sujet d'an Impalaeriezh rus ha d'an 10 a viz Meurzh 1812 hag e krogas gant e resped evel ofiser en arme an tsar evel jeneral ur rejimant war-droad hag ur sez en doa er C'huzul-stad. E Mezheven 1812 ez eas Armfelt gant Aleksandr Iañ Rusia da gamp Drisski ma voe dalc'het e guzul-arme gant an impalaer
Finland emren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzh bras a gemeras Gustaf Mauritz Armfelt e savidigezh dugelezh-veur Finland evel stad emren. Etre 1791 ha 1792 e oa bet kanseller Akademiezh Turku, kentañ skol-veur Finland. Etre 1812 ha 1814 e voe adarre kanseller Akademiezh impalaerel Turku.
Gouarnour jeneral Finland e voe en 1812-1813.
Pried ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa d'ar gontez Hedvig Ulrika De la Gardie (1761-1832), e miz Eost 1785. Honnezh a oa merc'h d'ar c'hont Carl Julius De la Gardie ha d'e bried, ar gontez Magdalena Christina Stenbock.
Eizh bugel o doe :
- Maria Magdalena Catharina Augusta Armfelt : (1786-1845), kontez;
- Gustaf Fredrik Armfelt : (1788-1789);
- Carl Armfelt : (1788);
- Magnus Armfelt : (1788);
- Gustaf Magnus Armfelt : (1792-1856), kont, letanant-jeneral, enseller an armeoù finlandat;
- Alexander Armfelt : (1794-1876), kont, kabiten, ha diplomat rus;[1].
- Constantin Armfelt : (1796-1797);
- Carl Wilhelm Magnus Armfelt : (1797-1878)
Kalz a vugale all avat en doe Gustaf Mauritz Armfelt digant un toullad priedoù-kleiz.
An hini vrudetañ eo Magdalena Rudenschöld (1766-1823), a zarempredas etre 1785 ha 1793.
Unan all e oa an Dimezell L'Éclair, un aktourez c'hall hag a roas ur mab dezhañ, Maurice L'Éclair (1780-1841), hag a voe noplaet en 1816 hag a zo anavezet ivez evel Mauritz Clairfelt, jeneral svedat.
Pa voe harluet Armfelt en Kourland (1799-1802), edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland, ha div verc'h en doe gant merc'h an dug, Catharina Fredrika Wilhelmina Benigne, priñsez Kourland, dugez Sagan, pe Wilhelmine von Sagan (1781-1839), hag a zeuas da vout dugez Rohan-Guéménée, priñsez Troubetskoï, kontez von der Schulenburg-Vitzenburg; gantañ he doe:
- Gustava Charlotta Wilhelmina Armfelt (1798-1863), anavezet ivez evel Mina, a oa bet lakaet merc'h d'e genderv Fredrik Armfelt;
- Adelaide Gustava Aspasia Armfelt (1801-1881), anavezet ivez evel Vava, a voe adverc'het gant an tiegezh Armfelt e 1812.
Brud hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Göran Magnus Sprengtporten ha Gustaf Mauritz Armfelt eo tadoù dizalc'hted Finland hervez ar sell a hiziv, hogen dianav ha kevrinus e chom en istor Sveden, abalamour da zaou dra : e vignoniezh ouzh ar roue Gustav hag e emglev gant Rusia, ma'z eo bet lakaet da dreitour. N'halle ket Sveden gouzañv koll Finland en amzer-se, ur broviñs eus ar rouantelezh abaoe 600 vloaz, seul washoc'h ma'z eas neuze gant Rusia, ha se zo kaoz ma voe kondaonet Armfelt d'ar marv. E Finland eo un den meur.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Goran Astrand : Ici se trouve le célèbre Suédois page 17. 1999