Gustaf Mauritz Armfelt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gustaf Mauritz Armfelt

Gustaf Mauritz Armfelt (1757, Tarvasjoki, Finland – 1814, Tsarskoye Selo, Rusia) a oa ur c'hont finlandat, ofiser ha diplomat svedat, hag a labouras evit roue Sveden da gentañ, evit impalaer Rusia goude. Gwellañ mignon ar roue Gustav III e oa d'ur mare, ha servij a reas ivez dindan e vab Gustav IV Adolf. Jeneral e voe goude en arme Rusia, etre 1812 ha 1814, ha kuzulier an tsar Aleksandr Iañ, hag eñ an hini a alias mestr Rusia da grouiñ Dugelezh-veur Finland hag a deuas da vezañ emren. En Finland enta eo brudet evel unan eus politikourien veur ar vro.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa Gustaf Mauritz Armfelt e Tarvasjoki, e Finland wirion. Noblañsoù e oa e dud ; gourvab e oa da Carl Gustaf Armfeldt a oa bet jeneral en arme Sveden dindan ar roue Karl XII.
Mont a reas da asagn gant ar warded en 1774, met sachañ a reas konnar ar roue Gustav III war e gein abalamour d'e emzalc'h, troet ma oa d'en em gannañ gant ar c'hleze. Gwelloc'h e kavas pellaat diouzh al lez, ha mont d'an estrenvro.

E 1780 en em gavas gant roue Sveden e Spa. Dre ma oa plijus e zoare, hegarat ha speredek, e tommas ar roue outañ. Da gentañ e voe roet dezhañ ur garg nevez, evel mestr ar plijadurioù el lez. Met buan e voe roet kargoù all siriusoc'h dezhañ.

En 1783 e kemeras perzh en divizoù gant impalaerez Rusia, Katelin II. Goude, e-kerzh ar Brezel etre Sveden ha Rusia er bloavezhioù 1788-1790, e tiskouezas bezañ ur c'huzulier a fiziañs d'ar roue, hag en Rusia e teuas da gaout brud vat abalamour d'ar perzh a gemeras da gas da benn feuremglev Varala a lakae fin d'an tabut etre Rusia ha Sveden. Se zo kaoz e voe roet dezhañ medalinier Urzh Sant-Aleksandr-Nevski ha hini Urzh Sant-Andrev gant an impalaerez.

En 1788 e voe aloubet Sveden a-daol-trumm gant arme Danmark, ma edo kêr Göteborg en arvar. Gant aotre ar roue e savas Armfelt un arme en Dalecarlia hag a voe kaset gantañ d'an trec'h. Pan edo noblañs Sveden o yenaat ouzh he roue Gustav III e chome Gustaf Mauritz Armfelt feal dezhañ .

Diplomat[kemmañ]

P'edo Gustav III war e dremenvan e fizias e vab yaouank en Armfelt hag e anvas e vignon da ezel eus kuzul ar roue ha da benngouarnour kêr Stockholm. Met an noblañsed a oa troet a-enep ar roue Gustav a lakaas an dug ha rejant Karl XIII da gas Armfelt da gannadour da Rouantelezh an Div Sikilia (1792-1794), kement ha kaout an dizober anezhañ. Pa voe eno e kenskrivas Armfelt gant Katelin II, impalaerez Rusia, hag ec'h aozas un irienn da gemmañ pennoù gouarnamant Sveden, ha lakaat mignoned Gustav e-lec'h mignoned e vreur Karl e penn ar vro. Kavet e voe petra e oa o steuiñ gant spierien ar rejant Karl. Dont a reas tud Karl d'e herzel da Naplez, hogen gallout a reas tec'hel, gant skoazell ar rouanez saoz Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel. Hag eñ da Rusia gant ar soñj da gavout fret en arme rus, met kraouiet e voe e Kalouga, en Rusia, etre 1794 ha 1797. E-keit-se, e Sveden, e voe kemeret e vadoù digantañ, ha kondaonet e voe d'ar marv evel treitour meur. Tamallet e voe e serc'h Magdalena Rudenschöld, ha skourjezet e voe an itron el leurgêr Riddarhus dirak an holl, abalamour, a lavarer, da gasoni ar rejantez.

Kondaonet e voe ar gontez Rudenschöld d'ar marv da gentañ, da vezañ bac'hetbetek fin he buhez goude, ha dieubet a-benn daou vloaz. Evit Gustaf Mauritz Armfelt a reas e annez, goude bet dieubet, e Dresden ha goude e Berlin, ma vevas etre 1797 ha 1799, hag ac'haleno ez eas da Silezia, Bohemia ha Kourland eus 1799 da 1802. E-kerzh e harlu e Kourland edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland.

Ofiser en arme[kemmañ]

Gustaf Mauritz Armfelt 1809

Gustav IV Adolf a oa deuet en oad da vout roue ar vro ha pediñ a reas Armfelt da zistreiñ da Sveden. Diskarget e voe eus an tamalloù a dubarderezh ha kaset da gannadour da Aostria. Distreiñ a eure en 1807, hag anvet e voe da bennkomandant war an harzoù gant Norge ha perzh a gemeras er brezel etre an div vro met ne c'hallas ket ober kalz a dra abalamour da emzalc'h pennoù an arme. En 1805 e voe anvet da c'houarnour meur Finland. En 1809 e voe anvet da brezidant Skolaj-arme Sveden eus 1809 betek 1810, hag e renas tro-vrezeliñ arme Sveden en Pomerania svedat, ma tiskouezas e ampartiz

E servij tsar Rusia[kemmañ]

Goude irienn al letanant-koronal Georg Adlersparre (1760-1835) a reas d'ar roue Gustav IV Adolf dilezel ar galloud d'an 29 a viz Meurzh 1809, e chomas Armfelt feal d'ar roue digurunenn . Kuitaat a reas Sveden d'en em dennañ en e zouaroù e Finland, ur broviñs svedat hag a oa deuet da vout un dugelezh-veur emren abaoe ar 17 a viz Gwengolo 1809 ha roet da Impalaeriezh Rusia. Hogen adarre e voe fiziet kargoù uhel en Armfelt e gouarnamant Sveden.

O servij an tsar[kemmañ]

Skarzhet e voe eus Sveden d'an 1 a viz Ebrel 1811. Er bloavezh-se e teuas Gustaf Mauritz Armfelt da vezañ sujet d'an Impalaeriezh rus ha d'an 10 a viz Meurzh 1812 hag e krogas gant e resped evel ofiser en arme an tsar evel jeneral ur rejimant war-droad hag ur sez en doa er C'huzul-stad. E Mezheven 1812 ez eas Armfelt gant Aleksandr Iañ Rusia da gamp Drisski ma voe dalc'het e guzul-arme gant an impalaer

Ar c'hont Aleksandr Armfelt (1795-1876), ur mab da Gustaf Mauritz Armfelt

Gustaf Mauritz Armfelt a gemeras perzh bras e savidigezh dugelezh-veur Finland evel stad emren.

Etre 1791 ha 1792 e oa bet kanseller Akademiezh Turku, kentañ skol-veur Finland. Etre 1812 ha 1814 e voe adarre kanseller Akademiezh impalaerel Turku.

Gouarnour jeneral Finland e voe en 1812-1813.

Pried ha bugale[kemmañ]

Dimezet e oa d'ar gontez Hedvig Ulrika De la Gardie (1761-1832), e miz Eost 1785, merc'h d'ar c'hont Carl Julius De la Gardie ha d'e bried, ar gontez Magdalena Christina Stenbock.
Eizh bugel o doe :

  • Maria Magdalena Catharina Augusta Armfelt : (1786-1845), kontez;
  • Gustaf Fredrik Armfelt : (1788-1789);
  • Carl Armfelt : (1788);
  • Magnus Armfelt : (1788);
  • Gustaf Magnus Armfelt : (1792-1856), kont, letanant-jeneral, enseller an armeoù finlandat;
  • Alexander Armfelt : (1794-1876), kont, kabiten, ha diplomat rus;[1].
  • Constantin Armfelt : (1796-1797);
  • Carl Wilhelm Magnus Armfelt : (1797-1878)

Kalz a vugale all avat en doe Gustaf Mauritz Armfelt digant un toullad priedoù-kleiz.
An hini vrudetañ eo Magdalena Rudenschöld (1766-1823), a zarempredas etre 1785 ha 1793.
Unan all e oa an Dimezell L'Éclair, un aktourez c'hall hag a roas ur mab dezhañ, Maurice L'Éclair (1780-1841), hag a voe noplaet en 1816 hag a zo anavezet ivez evel Mauritz Clairfelt, jeneral svedat.
Pa voe harluet Armfelt en Kourland (1799-1802), edo o chom e ti Pierre de Biron, dug Kourland, ha div verc'h en doe gant merc'h an dug, Catharina Fredrika Wilhelmina Benigne, priñsez Kourland, dugez Sagan, pe Wilhelmine von Sagan (1781-1839), hag a zeuas da vout dugez Rohan-Guéménée, priñsez Troubetskoï, kontez von der Schulenburg-Vitzenburg; gantañ he doe:

  • Gustava Charlotta Wilhelmina Armfelt (1798-1863), anavezet ivez evel Mina, a oa bet lakaet merc'h d'e genderv Fredrik Armfelt;
  • Adelaide Gustava Aspasia Armfelt (1801-1881), anavezet ivez evel Vava, a voe adverc'het gant an tiegezh Armfelt e 1812.

Bud hiziv[kemmañ]

Göran Magnus Sprengtporten ha Gustaf Mauritz Armfelt eo tadoù dizalc'hted Finland hervez ar sell a hiziv, hogen dianav ha kevrinus en istor Sveden.



Notennoù[kemmañ]

  1. Goran Astrand : Ici se trouve le célèbre Suédois page 17. 1999

Pennadoù kar[kemmañ]