Guantanamera
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Guantanamera zo ur ganaouenn eus Kuba, an hini vrudetañ a dra sur. Dont a ra an anv eus Guantánamo, ar gumun eus an enez a zo e dalc'h an Amerikaned. Ur "guantanamera" zo ur plac'h eus Guantánamo. Implijet e vez alies evel un arouez broadel.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Savet eo bet ar ganaouenn gant meur a zen, ha meur a stumm zo bet d'ar ganaouenn.
An ton a vije bet savet gant José Fernández Díaz, a gane ar ganaouenn bep sizhun er bloavezhioù 1930 en un abadenn skingomz, gant komzoù a bep seurt, a gemme hervez an darvoudoù hag ar c'heleier.
Met tabut zo bet, hag a zo c'hoazh, diwar-benn pegen gwir eo.
- Tud zo a lavar e tenn an ton d'un ton-pobl anavezet e Kuba abaoe ar bloavezhioù 1700 , hag a vije deuet eus Andalouzia. N'en dije graet Fernández nemet lakaat e anv warnañ.
- Tabut zo ivez diwar-benn perzh ur soner piano, Herminio "El Diablo" García Wilson en dije savet an ton war-dro I929. O seniñ gant mignoned edo, ha d'ur goantenn o tremen en dije taolet ur "piropo" ( diskleriadur entanet ur gwaz diwar-benn koantiz ur plac'h e doare ar broioù spagnolek) hag aze e vije diazez krouidigezh ar ganaouenn. Se zo kaoz e kav da lod eo El Diablo an hini eo an oberour. Susitourien García zo aet betek al lez-varn, un toullad bloavezhioù goude, met hervez Lez Uhelañ Kuba, en ur varnadenn graet e 1993, eo Joseíto Fernández an oberour nemetañ.
[kemmañ] Stumm brudetañ
Dont a ra ar c'homzoù eus ur varzhoneg, Versos Sencillos, skrivet gant ar José Martí, ar barzh kuban meur, hag azasaet gant Julián Orbón.
[kemmañ] An doareoù all
- Kalz a stummoù all a oa d'ar ganaouenn, aes a-walc'h sevel komzoù nevez war an ton, e gwerzennoù eizhsilabennek. Met n'anavezer ket kalz stummoù sonenrollet.
- Unan a zo gant Guillermo Portabales. Re all a bep seurt zo, darn fentus pe flemmus. Ha n'eus nemet an diskan a zo boutin etrezo.
[kemmañ] Istor an doareoù all
- Hector Angulo, keneil da Fidel Castro, a savas pozioù all er bloavezhioù 1940, diwar un darvoud c'hoarvezet e kêr La Habana
- En 1958, e voe azasaet komzoù José Martí (skrivet en 1895) gant Julián Orbón .
- En 1961, e voe kanet gant ar gitarour Leo Brouwer.
- En 1966, e voe kanet gant Pete Seeger e kanadeg Newport (ma voe anvet Guantanamera ha n'eo ket Guajira Guantanamera ken).
- Er memes bloaz e voe enrollet ha brudet bras gant ar strollad « The Sandpipers », ha kaset d'an 10vet renk e-touez ar pladennoù muiañ gwerzhet e Bro-Saoz hag e SUA
- Kanet eo bet gant Celia Cruz ha Joan Baez
- Lakaet eo bet e galleg gant Jean-Michel Rivat, ha kanet gant Joe Dassin ha Nana Mouskouri.
- E 2002 e veze kanet gant Joyeux de Cocotier en un doare zouk en albom Ile en Ile
[kemmañ] Komzoù José Martí
Yo soy un hombre sincero
De donde crece la palma
Y antes de morirme quiero
echar mis versos del alma
Guantanamera, guajira Guantanamera
Mi verso es de un verde claro
Y de un carmín encendido
Mi verso es un ciervo herido
Que busca en el monte amparo
Guantanamera, guajira Guantanamera
Cultivo una rosa blanca
en julio como en enero
para el amigo sincero
que me da su mano franca
Guantanamera, guajira Guantanamera
Con los pobres de la tierra
quiero yo mi suerte echar
el arroyo de la sierra
me complace más que el mar
Guantanamera, guajira Guantanamera