Mary Hopkin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mary Hopkin e Bristol e 1999
Mary Hopkin war golo he fladenn "Spirit" e 1989.

Mary Hopkin zo ur ganerez eus Kembre, ganet d'an 3 a viz Mae 1950, e Pontardawe. Kanet he deus e kembraeg da gentañ, pa oa krennardez, graet pladennoù zoken, hag e saozneg goude. Berzh bras a reas e 1968 gant ar bladennig "Those Were The Days", ur ganaouenn he devoa dibabet hervez kuzul Paul McCartney. Goude e timezas hag ez eas da chom da Vro-Saoz.

Un dibab eus he fladennoù[kemmañ]

  • 1969: Postcard
  • 1971: Earth Song, Ocean Song
  • 1976: The Welsh World of Mary Hopkin
  • 1989: Spirit
  • 1996: Y Caneuon Cynnar (The Early Recordings)
  • 2005: Live at the Royal Festival Hall
  • 2007: Valentine
  • 2008: Recollections
  • 2008: Now and Then
  • 2010: You look familiar