Guajira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

*La Guajira zo un departamant eus Colombia.


Ar Guajira zo un doare kanaouennoù 'diwar ar maez', eus reter enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer en Enez Kuba.

Tad ar guajira e vije bet Jorge Ankerman (La Habana 1877-1941), gant e ganaouenn « El Arroyo que murmura ».

Ur guajira zo ur ganaouenn kanet goustad (en 4/4) , eilet gant ar gitar, tost d'ur son.
E gwerzennoù deksilabennek (« decima » en spagnoleg) e vezont skrivet peurvuiañ, diwar-benn ar vuhez war ar maez, ha kaoz eus guajiras, merc'hed diwar ar maez, er c'hanaouennoù.

Ar brudetañ guajira eo Guantanamera, savet e 1928, gant Joseíto Fernández a-hervez.


[kemmañ] Brud

Gant Guillermo Portabales, kaner ha gitarour, eo bet brudet ar guajira. E zoare kran da ganañ zo deuet da vezañ anvet guajira de salón. Kanet en deus e ganaouennoù dre Amerika, traoñ ha krec'h, adalek ar bloavezhioù 1930 betek 1970, pa varvas en ur gwallzarvoud e Puerto Rico.

[kemmañ] Un nebeud kanaouennoù 'guajiras'

Un doare guajira a vez sonet en Evrog Nevez abaoe ar bloavezhioù 1960, gant elfennoù cha-cha-cha e-barzh, evel "El ratón" kanet gant Cheo Feliciano.

[kemmañ] Liammoù


Doareoù sonerezh Kuba

Conga | Punto guajiro | Guaracha | Tumba francesa | Contradanza | Rumba | Habanera | Trova | Changui | Danzón | Boléro | Son | Guajira | Mambo | Filin | Cha-cha-cha | Pachanga | Nueva Trova | Songo | Timba

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all