Girolamo Buonaparte
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Girolamo Buonaparte, a anavezer ivez evel Jérôme Bonaparte, a oa ganet d'an 9 a viz Du 1784 en Aiacciu (Korsika) ha marvet d'ar 24 a viz Mezheven 1860 e kastell Villegénis (Seine-et-Oise) (hiziv Massy).
Mab e oa da Carlo Maria Buonaparte ha da Maria Letizia Ramolino ha breur yaouankañ Napoleon Bonaparte e oa. Ar priñs Jérôme a veze graet anezhañ ivez.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
Nav bloaz ne oa ken en 1793 pa dec'has an tiegezh da Vro-C'hall, harluet ma oa diouzh Korsika.
E skolaj Juilly e reas e studi, ha mont er verdeadurezh e miz Genver 1800, ha bloaz goude e voe anvet da letanant. Pan eas e dad-kaer, ar jeneral Charles Victor Emmanuel Leclerc, da Saint-Domingue ez eas gantañ.
Perzh a gemeras en expédition de Saint-Domingue hag ur pennad goude e voe kaset gant Leclerc da-gaout ar C'hentañ Konsul en-dro gant un toullad lizhiri.
Graet e gefridi gantañ, setu Girolamo kuit en-dro gant ar fourgadenn l’Épervier a oa en e c'hourc'hemenn, trema Martinique. War-dro fin 1802, pa oa adkrog ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e voe roet urzh dezhañ da aozañ an tremen etre lenn-vor Saint-Pierre hag enez Tobago.
Un toullad mizioù goude, rediet gant ar morlu saoz da baouez e droioù-evezhiañ en em dennas e New York, ma timezas en 1803, hag eñ minor ha hep asant e diegezh , da Elizabeth Patterson, merc'h ur marc'hadour bras eus Baltimore. Kement a zroug a eas er breur impalaer ma reas e seizh gwellañ da derrién dimezién e vreur dre an abeg a vinorelezh, en desped da boan-spered ha da enebiezh Girolamo, a gare e wreg, hag en doa bet ur mab diganti.
E 1805 e tistroas da Vro-C'hall. E-kerzh an dreizhadenn e voe darbet dezhañ kouezhañ etre krabanoù ar Saozin meur a wech.
Tostkenkent e c'houlennas e vreur impalaer outañ mont da Alger da zasprenañ 250 italian eus Genoa a oa dalc'het er sklavelezh gant an dey.
Roue Wesfalia [kemmañ]
Distreiñ a reas Girolamo Buonaparte da Vro-C'hall goude dispac'h miz C'hwevrer1848, ha bevañ a reas e Pariz, en ur ranndi rue d'Alger, 3. Dre ma kreske brud e niz , ar priñs Louis Napoléon, e chome sioul. Pa voe anvet an niz da brezidant avat, gant 6 milion a vouezhioù, e teuas e-maez e doull. D'an 23 a viz Kerzu 1848 e voe anvet da c'houarnour an Invalides ha da v-marichal Bro-C'hall, d'ar c'hentañ a viz Genver1850.
Goude e voe prezidant ar Sened (1851), ha pa voe adsavetan impalaeriezh e voe adlakaet da briñs impalaerel (1852). Emañ e gorf en Invalides e-kichen hini Napoleon.
Embannet eo bet e Mémoires haCorrespondance en 1863.
E diegezh hag e vugale [kemmañ]
- En 1803, d'ar 24 a viz Kerzu e Baltimore (Stadoù Unanet Amerika), e timezas gant Elisabeth Paterson (1785-1879), en desped da Napoleon. Dre un dekred impalaerel 11 a viz Meurzh 1805 e voe diskleriet e oa didalvoud an eured hag e oa didad ar bugel ganet eus ur briedelezh e-maezal lezenn, rak graet e oa bet an eured en estrenvro hep aotre a-berzh an tiegezh . Mab ganet eus ar briedelezh-se : Jérôme Napoléon Bonaparte (1805-1870)).
- En 1807, d'an 22 a viz Eost e Pariz (Bro-C'hall), e timezas d'ar briñsez Catherine de Wurtemberg (1783-1835) merc'h da Frédéric Ier roi du Wurtemberg. Pemp bugel o doe :
-
-
- Jérôme-Napoléon-Charles Bonaparte né le 24 août 1814 à Trieste, fut colonel dans l'armée de Wurtemberg et mourut en 1847 à Florence.
- Napoléon-Jérôme-Joseph-Charles Bonaparte (1822-1891) dit "le Prince Napoléon" qui épouse en 1849 Clotilde de Savoie (1843-1911) fille de Victor-Emmanuel II roi d'Italie
- Mathilde-Létizia Bonaparte (1820-1904) dite "la Princesse Mathilde", épouse en 1840 Anatole Demidoff, prince de San Donato (1813-1870) ; ils se séparent en 1847.
-
- Jérôme Bonaparte épouse en 1840 la marquise Justine Percoli (1811-1903) une première fois religieusement à Florence, puis civilement le 19 janvier 1853 à Paris, mariage tenu secret.
L'actuel aîné des Bonaparte est Charles Napoléon (1950-...) fils de Louis Napoléon (1914-1997) et d'Alix de Foresta (1926-...).
Serc'hed [kemmañ]
Serc'hed e-leizh en devoe Jérôme Bonaparte ha dreist ar re all:
- Blanche Carrega, eus Genova.
- ar gontez Truchsess-Waldberg
- gwreg ar jeneral de Coudras
- ar gontez Bocholtz
- ar gontez Lowenstein-Wertheim
- ar varkizez Azzolino
- ar gontez Collin de Plancy
Poltred Girolamo [kemmañ]
« Le roi est un jeune homme gracieux, maigre avec des cheveux foncés et des yeux noirs. Son aspect a quelque chose de robuste, l'os de la joue est saillant et l'insolence de la jeunesse apparaît sous quelques légers plis déjà formés auprès des yeux. Le menton et une forte nuque rappellent son frère auquel du reste il ne ressemble pas sous les autres rapports. » (d'un témoin occulaire : Moritz von Kaisenberg)