Carlo Buonaparte

Eus Wikipedia
Poltred Carlo Buonaparte (1806), gant Girodet-Trioson.

Carlo Maria Buonaparte a oa ganet en Aiacciu, d'an 29 a viz Meurzh 1746 ha marvet e Montpellier d'ar 24 a viz C'hwevrer 1785 a oa un noblañs kors ha tad da Napoleone Buonaparte.

E dad a oa Giuseppe Maria Buonaparte (31 a viz Mae 1713 - 13 a viz Kerzu 1763) hag e vamm a oa Maria-Anna Tusilo di Bocagnano (1690 - 17 a viz Gwengolo 1760). Dilennet e voe e dad Giuseppe da Anziano (un doare senedour) evit Aiacciu e 1750 hag adarre e 1760.

E dud-kozh a-berzh e dad e oa Sebastiano Nicolò Buonaparte (29 a viz Gwengolo 1683 - 24 a viz Du 1760) ha Maria Colonna Bozzi (war-dro1668 - 16 a viz Here 1704). N'eur ket peursur eo kar e dud kozh a-berzh e vamm d'an tiegezh Colonna.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hervez e voe kaoz eus e zimeziñ d'ur plac'h eus an tiegezh Forcioli. Ur yeontr avat, an Arc'hdiagon Luciano Buonaparte (8 a viz Genver 1718 - 16 a viz here 1791) en broudas da zimeziñ da Maria Letizia Ramolino a zegasas en argouroù kement ha 7.000 lur genovat. Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, ha 13 bugel a voe:

  1. Napoleone Buonaparte (1764 - 17 a viz Eost 1765)
  2. Maria Anna Buonaparte (3 a viz Genver 1767 - 1 a viz Genver 1768).
  3. Giuseppe Buonaparte (7 a viz Genver 1768 - 28 a viz Gouhere 1844)
  4. Napoleone Buonaparte (15 a viz Eost 1769 - 5 a viz Mae 1821). An anv-se a voe roet dezhañ diwar-lerc'h hini e vreur henañ, marvet trumm .
  5. Maria Anna Buonaparte (1770). Ganet marv. Anvet diwar-lerc'h he c'hoar marvet trumm.
  6. Maria Anna Buonaparte (14 a viz Gouhere - 23 a viz Du 1771 ). Anvet diwar-lerc'h he div c'hoar marvet trumm.
  7. Ur bugel ganet-marv.
  8. Luciano Buonaparte (21 a viz Mae 1775 - 29 a viz Mezheven 1840)
  9. Elisa Buonaparte, pe Maria Anna Elisa Bonaparte Bacciochi (13 a viz Genver 1777 - 7 a viz Eost 1820)
  10. Luigi Buonaparte (2 a viz Gwengolo 1778 - 25 a viz Gouhere 1844)
  11. Maria Paoletta Buonaparte (20 a viz Here 1780 - 9 a viz Mezheven 1825)
  12. Maria Annunziata Carolina Buonaparte (24 a viz Meurzh 1782 - 18 a viz Mae 1839). Dimezet da Joachim Murat.
  13. Girolamo Buonaparte (15 a viz Du 1784 - 24 a viz Mezheven 1860)

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuitaat Korsika a reas un tamm war-lerc'h e eured evit mont d'ober e studi war ar gwir da b-Pisa ha da Roma, en amzer ar pab Klemañs XIII. N'ouzer ket perak e kuitaas Roma d'an 31 a viz Eost 1765 ha distreiñ d'ar vro, da lakaat e anv e skol-veur Corte, nevez-savet gant Pasquale Paoli. Goude bout loreet e voe implijet evel sekretour personel gant Pasquale Paoli, adal 1767.

E 1768 e voe kinniget Korsika gant Republik Genova da Loeiz XV (Bro-C'hall) evel gwarant d'un dle graet ganti pa voe kaset soudarded c'hall da Gorsika da reiñ skoaz da soudarded Genova da stourm ouzh Korsikiz emsavet, abaoe 1729.

War-lerc'h ar feur-emglev etre Genova ha roue Bro-C'hall, sinet e Versailhez d'ar 15 a viz Mae, e stagas an arme c'hall gant al labour, a oa kemer an enez dre nerzh.

Kalz a Gorsed a gave e oa un dismegañs ar feur-emglev, ha sevel a reas Carlo da gomz a-enep an aloubadeg c'hall e miz Mae 1768, pa c'halvas ar yaouankiz da douiñ "Vincere o Morire" (trec'hiñ pe mervel).

E miz Here e kemeras perzh en emgann Borgo, ma voe trec'het ar C'hallaoued, hag e miz Ebrel 1769, edo ivez en emgann Ponte Novu ma voe faezhet ar milisoù kors gant arme ar roue gall Loeiz XV. Ur pennadig goude, e miz Mae, gant ur gannadiezh eus tiegezhioù kors, ez eas da gaout kont Vaux, da g-Corte, da varc'hata.

Donet a reas a benn da gaout meur a garg politikel, hag e 1778 e voe anvet da zileuriad Korsika e lez Loeiz XVI a Vro-C'hall e Versailhez, ur garg a chomas gantañ meur a vloaz.

E 1784 e voe diskred warnañ da vezañ graet un tamm trafikerezh, hag e miz C'hwevrer 1785 e varvas e Montpellier gant ar c'hrign-bev e poull e galon. Chom a rae e intañvez gant eizh bugel da vagañ.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]