Maria Letizia Ramolino

Eus Wikipedia
Maria Letizia Ramolino
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Republik Genova Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLetizia Bonaparte Kemmañ
Anv ganedigezhMaria Letizia Ramolino Kemmañ
Anv-bihanMaria-Letizia Kemmañ
Anv-familhRamallo Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Eos 1750 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAiacciu Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 1836 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Lec'h douaridigezhChapelle Impériale Kemmañ
TadGian Girolamo Ramolino Kemmañ
MammAngela Maria Pietra-Santa Kemmañ
PriedCarlo Buonaparte Kemmañ
Familhtierniezh Bonaparte Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
Deskrivet dreLetizia Ramolino Bonaparte portrait Kemmañ
Letizia Bonaparte he sae lez dindani
Livadur gant Robert Lefèvre (1813).

Maria Letizia Ramolino a oa ur vaouez eus Korsika ganet d'ar 24 a viz Eost 1750. Merc'h e oa da Jean-Jérome Ramolino ha da Angela Maria Pietra-Santa .

A orin italian e oa he ziegezh, diskenn a rae eus konted Colalto; ar c'hentañ anezhe a ziazezas en Aiacciu a oa dimezet da verc'h dodje Genova.

Brudet e oa he c'hened en enez. Kontet ez eus bet e oa bet bodet gant Pascale Paoli, p'edo e barr e c'halloud, holl goantenned Korsika da ziskouez da gannad Tunis, hag edo Maria Letizia er renk kentañ.



Gwaz ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure da Carlo Maria Buonaparte. Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, pa oa 14 vloaz, ha 13 bugel a voe. Setu int:

E Bro-C'hall hag en Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas he gwaz en 1785 e rankas bevañ er baourentez. Met gwellaet e voe stad an tiegezh pan eas hec'h eil mab Napoleone war vicher an armoù. E 1793 e rankas kuitaat Korsika a oa en em savet a-enep Bro-C'hall, da vont da v-Marseille. D'ar c'houlz-se eo e kustumas sellout berr.

Ne oa ket evit en em glevout gant Joséphine de Beauharnais a zimezas gant ar jeneral Bonaparte en 1796. Kontrol d'ar pezh a weler e taolenn David n'eas ket da gurunidigezh he mab en 1804 dre ma ne oa ket a-du gantañ na diwar-bouez e eured na diwar-bouez e gurunidigezh.

Koulskoude e voe anvet, dre un dekred d'an 23 a viz Meurzh 1805, da v-Meurded Impalaerel hag Itron Mamm. Bevañ a rae pell diouzh al lez, e kastell Pont-sur-Seine, profet dezhi gant he mab, diskenn a rae en Hôtel de Brienne pa c'hoarveze dezhi donet da b-Pariz. Galleg ne gomze ket, na biskoazh ne zeskas.

Devot e oa, gwarez a c'houlennas digant ar pab pa voe ret mont d'an harlu, ha mont a reas da chom da Roma, d'ar palez Falconieri gant he hanter-breur ar c'hardinal Joseph Fesch, ha goude d'ar palez Rinuccini. Eno eo e klevas keloù eus marv Napoléon Bonaparte d'ar 5 a viz Mae 1821 hag eno eo e varvas d'an 2 a viz C'hwevrer 1836. E Corneto e voe beziet, met degaset e voe he c'horf da Aiacciu e 1851, ha neuze d'ar Chapel impalaerel en 1860 war urzh he mab-bihan Napoleon III.