Eklesiastes

Eus Wikipedia

An Ekleziastez, pe Eklesiastes, pe Kohelet(h), pe Ar Prezeger, zo unan eus levrioù ar Bibl. Dont a ra an anv Eklesiastes eus an droidigezh e gregach diwar an anv hebreek קהלת Qohelet, "an hini a gomz ouzh an engroez".

An oberour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em ginnig a ra an oberour evel mab da Zavid, ha roue Israel e Jeruzalem (1:1, 12, 16; 2:7, 9), hep reiñ anv ebet.

E fin al levr e weler eo lakaet war e gont Levr ar C'hrennlavaroù. Hervez ar c'hiz eo bet lakaet ar roue Salomon da oberour. Hervez Voltaire hag an devarnourion arall koulskoude n'hall ket bezañ gwir, ha bez e vije eus an IIIvet kantved kent JK, pa voe levezonet an Hebraed gant preder an epikurourien pe ar stoikourien.

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • הֲבֵל הֲבָלִים, הַכֹּל הָבֶל (hevel havalim, hakhol havel) en hebreeg, pe "vanitas vanitatum et omnia vanitas" e latin. A vije troet "avel an avelioù, pep tra zo avel", diwar an hebreeg, ha "fouge ar fougeoù, pep tra zo fouge" diwar al latin.
  • "D'ar mor e ya an holl stêrioù, ha leun n'eo ket" a zo bet kemeret evel titl da zaou romant gant Elie Wiesel.
  • "Netra nevez dindan an heol"
  • "Un amzer zo da bep tra." Gant ar werzenn-se eo bet awenet ar c'haner stadunanat Pete Seeger pa savas e ganaouenn Turn! Turn! Turn!, brudet gant ar strollad The Byrds, a zo bet kanet e kembraeg (Tro, tro, tro) gant Mary Hopkin war-dro 1968, bet lakaet e brezhoneg ( Tro, tro, tro) met n'eo ket bet engravet ar stumm brezhonek e pladenn ebet.

Al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komz a ra an oberour eus ar pezh en deus bevet e-unan, gant lavaroù, krennlavaroù, rannbennadoù berr, prederiadennoù diwar-benn ster ar vuhez, hag ar gwellañ doare da vevañ. Embann a ra eo dister pep ober denel, ha fur ha foll a varv heñvel. Petra bennak ma lavar e talv muioc'h ar furnez eget ar follentez ne gav ket dezhañ e vije un dalvoudegezh peurbadel dezhi, goude ma vez aesoc'h ar vuhez ganti. Abalamour ma n'eus ster ebet gant an eil pe eben e kuzuilh an oberour bourrañ gant plijadurezhioù bihan ar vuhez, evel an debriñ hag an evañ, al levenez el labour graet, donezonoù a-berzh Doue.
Erbediñ a ra ivez chom hep milligañ nag ar roue nag ar Roue, daoust d'an direizhded a c'haller kavout er bed.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg
  • Troidigezh Maodez Glanndour, Kohelet, embannet e 1953 e Roazhon, ur skrid kaer ma'z eus, a vije ret adembann,
  • Troidigezh An Tour-Tan embannet e 1985, pp 298-310.
  • Ttroidigezh Koulizh Kedez, embannet e 2008
E galleg
  • André Neher "Notes sur Quhélét" Les Editions de Minuit, 1951 (Penseur Juif, hébraïste, exégète et philosophe)
  • Daniel Lys "Des Contresens du Bonheur ou l'implacable lucidité de Quhéleth" Editions du Moulin 1998 (professeur honoraire de la faculté de théologie protestante de Montpellier)
  • Jacques Roubaud "Sous le Soleil Vanité des Vanités" 2004 Bayard (Poète philosophe et traducteur de l'Ecclésiaste)
  • Jacques Ellul "La Raison d'Etre, Méditation sur l'Ecclésiaste" 1987 Seuil (Indispensable, incontournable)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezh yuzev e saozneg
Pennadoù