Ebraucus

Eus Wikipedia
Ebraucus er Genealogical Chronicle of the Kings of England to Edward IV (Patrom:Circa)

Ebraucus (Kembraeg : Efrawg /Efrog) a oa roue mojennel Brezhoned Enez Vreizh, hervez a skrive Jafrez Menoe en e Historia Regum Britanniae.

Ur vuhez faltaziet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar roue Mempricius ha tad da Brutus Greenshield. Roueet e voe e 1040 kent JK.[1]

Ren a reas goude marv e dad Mempricius e-pad 39 bloaz. Hervez Jafrez e oa bras ha kreñv. Brezel a reas d'ar C'halianed. Preizhañ a reas kêrioù hag aodoù, lazhañ tud a vernioù, ma tegasas madoù bras d'ar gêr da Enez Vreizh.

Diazezañ a reas div gêr : Kaerebrauc, Kêr Ebraucus (Eboracum), en hanternoz d'an Humber, a deuas da vezañ kêr York (a zo Efrog e kembraeg); hag Alclud e Bro-Skos, hiriv e Dumbarton, kêr-benn Strat Clut. Hervez Polydore Vergil e "savas kêr Maidens, a zo kastell Dinedin hiriv, er pellañ kornad eus Enez Vreizh, anvet Skos bremañ.".

Ugent gwreg en doa, ugent mab o doe, ha tregont merc'h.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]