Dogfeiling
| Dogfeiling Dogfeiling |
||||
|
||||
| Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent. | ||||
| Kêr-benn | Not specified | |||
| Yezh(où) | Kembraeg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Disrannadur rouantelezh Cunedda | 445 | |||
| - Staget ouzh Gwynedd | 700 | |||
| Isrouantelezhioù Gwynedd. |
|---|
| Rhos |
| Ysfeilion |
| Dogfeiling |
| Meirionnydd |
| Edeyrnion |
| Osmaeliog |
| Afflogion |
| Rhufoniog |
| Dunoding |
Dogfeiling a oa ur rouantelezh vrezhon e reter Gwynedd, e Kembre. Un isrouantelezh e Gwynedd e oa, krouet gant Dogfael, mab yaouankañ Cunedda. Berzh bras a voe gant Dogfeiling da gentan. E 500 e perc’hennas ar roue Elnaw ap Dogfael rouantelezh Glastenning e Dumnonea. E vab, Cyndwyn Glas a aloubas Caer Luit Coyt, e reter Pengwern , a roas d’unan eus e vibien.
War-dro 642, roue Dogfeiling,Eludd ap Glas, a yeas da roue Powys pa varvas Selyf Sarffgadau en Emgann Caer Leon. Hêr ebet n'en doa avat, ha gant map Selyf ez eas Powys en-dro tra ma voe distrujet Pengwern gant Oswiu Northumbria e 656.
Remziad Dogfeiling a gollas Glastenning da Wessex e penn ar VIIvet kantved ha pa varvas ar roue diwezhan, Meurig ap Elaed hep hêr war-dro 700 ne vire Dogfeiling nemet he douareier hengounel. Staget e voe Dogfeiling en dro ouzh Gwynedd goude-se.
Listenn rouaned Dogfeiling (martezeüs eo ar bloavezhioù) [kemmañ]
- Dogfael ap Cunedag : .445
- Elnaw ap Dogfael : 500 (roue Glastenning ivez)
- Cyndrwyn Glas : 550
- N’anavezer ket anv ar rouaned etre 550 ha 642
- Eiludd Powys : un tammig kent 642
- Elaed ap Eiludd : 642
- Meurig ap Elaed : 670-700
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek - Rouantelezhioù brezhon - Enez Vreizh - Galia