Glastenning
Eus Wikipedia
Ur rouantelezh vrezhon lec’hiet war dro ar pezh a zo bremañ Glastonbury a oa Glastenning. Kontrolliñ a rae an holl Somerset moarvat hag un isrouantelezh eus Dumnoea e oa.
War-dro 550 e perc’hennas roue Dogfeiling - un isrouantelezh eus Gwynedd - Glastenning. E vab, Morfael ap Glast, a aloubas, gant skoazell e dad, Caer Luit Coyt (Latin Letocetum) e reter Pengwern hag unan eus e vreudeur a yeas da roue an holl bengwern.
Goude 577 ha distrujadenn rouantelezhioù Caer Baddan, Caer Ceri ha Caer Gloui, e voe kinniget Glastenning gant Wessex , avat. Hemañ a stagas anezhañ a-raok penn ar VIIvet kantved.
Listenn rouaned Glastenning [kemmañ]
- Cyndrwyn Glas : 550 (roue Dogfeiling ha Glastenning)
- Morfael ap Glast : 612 (roue Caer Luit Coyt ha Glastenning)
- Morgan Glas : 645
Liammoù diavaez [kemmañ]
Breizh • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur • Enez-Vanav • Bro-Skos
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek - Rouantelezhioù brezhon - Enez Vreizh - Galia