Rouantelezh Meirionnydd
Eus Wikipedia
| Meirionydd Rouantelezh Meirionydd |
||||
|
||||
| Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent. | ||||
| Kêr-benn | Not specified | |||
| Yezh(où) | Kembraeg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Disrannet eo rouantelezh Cunneda | 445 | |||
| - staget ouzh Gwynedd | 765 | |||
| Isrouantelezhioù Gwynedd. |
|---|
| Rhos |
| Ysfeilion |
| Dogfeiling |
| Meirionnydd |
| Edeyrnion |
| Osmaeliog |
| Afflogion |
| Rhufoniog |
| Dunoding |
Meirionydd, pe Meirionnydd, a oa ur rouantelezh vrezhon lec’hiet e mervent Gwynedd e Kembre. Krouet e voe gant Meirchion, ur mab-bihan da g-Cunneda, a roas e dad kozh ar vro e hanternoz ar pezh a yelo da rouantelezh Ceredigion dezhañ. Un isrouantelezh da Gwynedd e oa, hag adstaget e voent pa varvas ar roue diwezhañ, Cynan, hep hêr e 785.
Roue Meirionnydd brudetañ a voe Idris Gawr a renas eus 580 da 632. D’ur galloud bras e Kembre e lakaas e diernegezh met lazhet e voe gant Oswald Northumbria war ribl ar stêr Hafren. War an diskar ez eas e rouantelezh war-lerc’h.
Listenn rouaned Meirionnydd (n’eo ket peurasur an amzeriadoù) [kemmañ]
- Meirchion ap Typaun ap Cunedag : 445
- Cadwaladr ap Meirchion : 480
- Gwrin Farfdrwch : 500
- Gwyddno Garanhir : 540
- Idris Gawr : 580 - 632
- Swalda : 632 - 645
- Brochfael : 645 - 662
- Einudd Bach : 675
- Ednyfed : 705
- Brochfael : 735
- Cynan : 765
Pennadoù kar [kemmañ]
Breizh • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur • Enez-Vanav • Bro-Skos
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek - Rouantelezhioù brezhon - Enez Vreizh - Galia