Artemisia II
- Ur pennad Artemisia zo, hag ur pennad Artemisia Iañ ivez.
Artemisia II Karia ( Ἀρτεμισία / Artemisía e gregach), marvet war-dro 350 kent JK a oa c'hoar ha pried d'ar roue Mausolos, en Halikarnassos, ha rouanez e voe war e lerc'h.
Merc'h e oa da Hekatomnus, roue Karia. Ur c'hoar yaouankoc'h he doa, anvet Ada.
Taolenn |
[kemmañ] Marv he fried
Brudet eo en istor abalamour d'ar glac'har bras he doe da varv he fried Mausolos, e 353 kent JK, a oa breur dezhi. Kontet e voe e veske e ludu korf he gwaz bemdez en he banne.
Lakaat a reas sevel ur bez bras d'he breur ha pried, anvet Mausoleum Halikarnassos (Μαυσωλεῖον τῆς Ἁλικαρνασσοῦ), a oa unan eus seizh marzh ar bed. Dizemglev zo etre an istorourien war gement-se avat.
[kemmañ] Rodos
Aloubiñ a reas Enez Rodos emsavet evit he frankiz ha skoazellet gant Demostenes, ha kemer a reas un toullad keodeeoù hellazek e Ionia.
Ren a reas war-lerc'h he gwaz adalek -353 betek he marv e -351.
[kemmañ] He marv
Mervel a reas e -351. War he lerc'h e renas Idrieus hag Ada, breur ha c'hoar ha priedoù.
[kemmañ] Menegoù
Meneget eo hec'h anv gant Plinius an Henañ , Aulu-Gelle, Valerius Maximus. Brudet e voe adarre da vare an Azginivelezh goude meneget gant Boccaccio, e-barzh De mulieribus claris.
[kemmañ] Livadurioù
-
Taolenn gant Johann Heinrich Tischbein