Mont d’an endalc’had

Ar Chapel-Nevez (Aodoù-an-Arvor)

Eus Wikipedia


ar Chapel-Nevez
Iliz katolik Intron-Varia Druez.
Iliz katolik Intron-Varia Druez.
Anv gallek (ofisiel) La Chapelle-Neuve
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Benac'h (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22037
Kod post 22160
Maer
Amzer gefridi
Jean-Paul Prigent[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs 403 ann. (2022)[2]
Stankter 17 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 27′ 46″ Norzh
3° 25′ 10″ Kornôg
/ 48.4627777778, -3.41944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 215 m
bihanañ 184 m — brasañ 304 m
Gorread 23,78 km²
Lec'hiañ ar gêr
ar Chapel-Nevez

Ar Chapel-Nevez a zo ur gumun eus Bro Dreger e kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

  • War lez Koad ar Beffou emañ ar Chapel-Nevez. Ouzh e lez kornog ivez, eus Toull al Lann da Di-Filo, war 1,300 km, emañ an hent roman meur eus Vorgium (Karaez) da Lannuon.
  • Darn a wel ivez war lez kreisteiz un hent kozh eus Kintin da Vontroulez.
  • Kumunioù amezek : Logivi-Plougraz; Plougonveur; Kallag; Kalanhel; Lohueg.

N'ez eus stumm kozh skrivet ebet. An anv -Nevez e vije bet roet goude ar chapel Sant-Memor, aet da get[3],[4].

Savet e oa bet ur chapel, gouestlet da Sant Memor, e parrez Plougonveur. Diwar trev ar chapel-se e voe savet ur barrez nevez[5].

  • Ganet eo bet ar gêriadenn en-dro d’ar chapel savet gant aotrounez Kermeno e dibenn ar XVvet kantved.
  • Parrez ar Chapel-Nevez a zo bet distaget eus hini Plougonveur er bloaz 1862.
  • Da gêr-benn ur gumun emren e oa bet savet ar barrez dre lezenn an 23 a viz Even 1873.

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Intron-Varia Druez.

E kreiz ar vourc'h e kaver meur a vonumant, en o-zouez an iliz Intron-Varia Druez, anezhi ur monumant istorel, enni ur greizenn liestuek savet er XVIvet kantved.

  • Kalvar Gollot (war an hent-roman)
  • Kervenou
  • Feunteun ar Werc'hez
  • Feunteun sant Memor
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[13].
  • Taolenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[14].

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2012 2013
711 798 677 527 442 400 421 437 437
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl
Emdroadur poblañs ar Chapel-Nevez abaoe 1872

[15]

  • Ur skol Diwan a oa bet digoret er barrez. Aet eo-hi da Blounevez-Moedeg bremañ.
  • E distro-skol 2007 e oa enskrivet er skol divyezhek 100% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez[16].

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)[1]
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  4. (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  5. (fr)Erwan Vallerie : 'Communes bretonnes et paroisses d'Armorique. Éditions Beltan. 1986
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Monumant ar re varv
  12. (fr)Pertes RAF
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. (fr)Cassini hag EBSSA
  16. (br)Ofis Publik ar Brezhoneg (pdf)