Bro-Dreger
Treger pe Bro-Dreger (e galleg : Trégor pe Trégor(r)ois pe Tréguier) a zo unan eus 9 bro diazez Breizh, hag a glot dre vras gant an 9 eskopti a oa bet e Breizh betek an Dispac'h gall, met un dek parrez bennak eus Bro-Dreger a oa stag ouzh eskopti Dol. Dont a rafe an anv eus Tri+*kor = Tri bagad. An eskob staliet e Sant-Brieg bremañ a zo eskob Sant-Brieg ha Landreger diouzh e ditl ofisiel. Kêr-benn a-gozh Bro-Dreger eo Landreger, sez diazezer an eskopti.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
E Gwalarn Breizh emañ hag hiziv ec'h endalc'h e diriad lodenn Gornôg departamant Aodoù-an-Arvor hag ur bastellig-vro e biz departamant Penn-ar-Bed ("Treger Izel"). Teir dourredenn a yae d'ober an harzoù anezhi,
- ar C'hevleud ha Rinier Montroulez er C'hornôg
- al Leñv, ha goude-se aber an Trev goude ar c'hember gant hemañ diwezhañ.
[kemmañ] Bro Dreger bremañ
127 kumun a-vremañ a ya d'ober Bro-Dreger istorel.
Hervez niveradeg 2007 e oa 202 580 annezad[1] hag ur gorread a 2 251 km². Lannuon, Montroulez (glann dehou) ha Gwengamp eo ar c'hêrioù pennañ.
[kemmañ] Istor eskopti Treger
Diazezer an eskopti a zo bet, hervez an hengoun, sant Tudwal (Tugdual dre fazi), anvet ivez Pabu (Tad). P'eo unan eus ar seiz sant diazezer Breizh e oa Landreger war hent ar birc'hinrided a rae Tro-Breizh. Bevañ a rae sant Tudwal er VIvet kantved hag eus Kembre e oa deuet. Roet e vije bet, gant e eontr Riwal, roue Domnonea, pe gant e genderv Derrog, un tamm douar evit ma vije savet un abati, hini Landreger. Daoust ma vije bet dilennet sant Tudwal da eskob e 532, ne gaver ket roud eus an eskopti a-raok an Xvet kantved. Er XIIIvet kantved e tap sant Erwan, barner-Iliz ha person, ganet er Vinic'hi, e-kichen Landreger, ur vrud a santelezh ken buan m'eo santelaet daou-ugent vloaz goude e varv e 1303.
[kemmañ] Rannyezh
- Pajenn: Brezhoneg Treger
[kemmañ] Roll eskibien Treger
- Sant Tudwal (Pabu)
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ http://www.geobreizh.com/breizh/bre/sifrou-broiou.asp Sifroù Geobreizh (br)]
| Nav bro gozh Breizh | |
|---|---|
| Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gerne – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro-Sant-Maloù – Bro-Dreger |
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |