Antilopenn-vusk
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
| Kerentiad : | Bovidae | ||||
| Iskerentiad : | Antilopinae | ||||
| Genad : | Neotragus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Neotragus moschatus Von Dueben, 1846 |
|||||
|
|||||
An antilopenn-vusk, pe suni, (Neotragus moschatus pe Nesotragus moschatus) zo un antilopenn vihan a vev e reter ha kreisteiz Afrika (Kenya, Tanzania, Malawi, Zimbabwe, Mozambik ha Suafrika).
Doareoù pennañ [kemmañ]
Dont a ra hec'h anv eus ar c'hwezh kreñv a zo gant un dourenn ezveret gant ar gwagrennoù dirak poulloù e zaoulagad.
War-dro 5 kg eo he fouez. Brizhellek eo he c'hein gell-ruz pe gris. Gwenn eo he c'hof, he gouzoug ha tro-dro d'he daoulagad. Ur vandenn zu zo a-us he c'harnioù.
Kerniel zo gant ar par hepken.
Gouennañ [kemmañ]
Ar par a verk e diriad (war-dro 3 ha) gant an dourenn musk-heñvel. Gouennañ a ra gant ur barez pe meur a hini (betek peder) etre miz Du ha miz Meurzh.
An dougen a bad 6 miz hag ur menn nemetañ a vez ganet. Teñvaloc'h eo ar suni yaouank eget al loened gour ha dre-se e c'hell kuzhat aezetoc'h en natur.
Emzalc'h [kemmañ]
Aonik eo an antilopenn-vusk hag oberiant dreist-holl diouzh an noz. Chom a ra er goudor diouzh an deiz.