Mont d’an endalc’had

Aias Telamonios

Eus Wikipedia
Lekitos atikat, douar gwenn, a ziskouez marteze an emgann etre Aias hag Odysseüs evit armoù Akilles, Eretria, war-dro 500 kent J.-K., Mirdi al Louvre

Aias Telamonios (henc'hresianeg : Αἴας Τελαμώνιος, Aías Telamốnios), pe Ajaks, a oa mab Telamon, roue Salamis ha pried Periboea, hervez mojennoù Henc'hres. Un haroz a-bouez e oa e brezel Troia, hervez Iliada Homeros. Aias Vras a vez graet anezhañ ivez, dre ma oa brasoc'h eget an haroz all Aias Oileos, a veze graet Aias Vihan anezhañ.

Kenderv e oa da Ac'hilleüs, brudetañ brezelour hellazat a zo bet, ha koshañ hantervreur Teukros. Kalz a dud vrudet en Aten a lavare diskenn anezhañ, evel Kimon, Miltiades, Alkibiades, pe an istorour Thoukydides.

Hervez an Iliada e oa ur mell den, brasañ ha kreñvañ brezelour a oa e-touez an Ac'heaned, met an eil war-lerc'h e genderv Akilles evit c'hoari gant armoù.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.