13 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1633 : Galileo Galilei a erru e Roma evit e brosez.
- 1945 : Budapest aloubet gant an Arme Ruz.
- 1945 : deroù bombezadeg Dresden.
- 1962 : distagañ a ra Saunders Lewis ur brezegenn anvet Tynged yr Iaith (tonkad ar yezh) war gwagennoù BBC Kembre. Gant ar brezegenn-se e voe awenet ar re a savas Cymdeithas yr Iaith Gymraeg.
- 1974 : harluet eo Aleksandr Soljenitsyn eus an Unaniezh Soviedel.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1734 : Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec, merdeer breizhat († 3 a viz Meurzh 1797 e Pariz).
- 1855 : Paul Deschanel, den a stad gall.
- 1879 : Sarojini Naidu, stourmerez evit frankiz India († 1949).
- 1903 : Georges Simenon, skrivagner gallek eus Belgia († 4 a viz Gwengolo 1989 e Lausanne (Suis)).
- 1924 : Jean-Jacques Servan-Schreiber, kazetennner, skridarnodour ha politikour gall († 7 a viz Du 2006 e Fécamp).
- 1950 : Peter Gabriel, kaner-sonaozer saoz ar strollad Genesis.
Marvioù [kemmañ]
- 1571 : Benvenuto Cellini, kizeller hag aourer italian (° 2 a viz Du 1500 e Firenze (Dugelezh-veur Toskana d'ar mare-se)).
- 1883 : Richard Wagner, sonaozer alaman (° 1813).
- 1954 : Gwilhoù Sezneg (° 1añ a viz Mae 1878 e Ploudiern).
- 1979 : Boruch Dyner, mestrc'hoarier echedoù poloniat hag israelian.
Lidoù [kemmañ]
Sent an deiz :
- E Breizh:
