Galileo Galilei

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Galileo Galilei

Galileo Galilei (15 a viz c'hwevrer 1564 - 8 a viz geñver 1642) a oa ur fizikour hag ur steredoniour italian er XVII vet kantved a c'hoarias ur perzh bras er Dispac'h skiantel. Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet eñ-doa ar peder loarenn vrasañ eus Yaou ha brudet eñ-doa teoriennoù Nicolaus Copernicus. E kontroll anezhañ e voe kinniget gant an Enklask ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremenn a reas fin e vuhez bac'het en e di.


[kemmañ] Bugaleaj

Galilée, eus e anv gwir Galileo Galilei, a zo bet ganet e Pise d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab Vincenzo Galilei hag Giulia Ammannati hini brasañ ar seiz bugel. Galilée en doa, abaoe ma oa bihan, ur gouestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel, c'hoari a rae da sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet. Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pise e lec'h ma heulio kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'e echuo ket e studioù.


Orolaj iliz-veur Pise (Duomo)

[kemmañ] Dizoloadenn e galvedigezh:

E 1583, e krog Galilée da vezañ kelennet ar matematik gant Ostilio Rici. N'eo ket anavezet mat an den-mañ, met gouzout a ra liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek ar pezh a oa rall er mare-se. Da 19 bloaz, e iliz-veur Pise, e verz ul lampenn hag a oa o brañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an orolaj evit muzul an amzer. Hogen, n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, re embanno ul levr e lec'h ma tisplego e dizoloadenn. Dedennet gant ar pezh en deus graet Euclide, Galilée a chom azav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematikoù. Pa oa c'hoaz studier, dizoloiñ a ra lezenn an isochromisme hag an orolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez: ar mekanikerezh. E-pad e buhez a bez, nac'h a ra Galilée en em wellet evel ur c'helenner e giz ar re all, setu perak en do a hed e buhez ur bern enebourien.


Galileo Galilei dre Domenico Robusti en 1605.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Afer Galileo

Levraoueg Galileo