Søren Peder Lauritz Sørensen

Eus Wikipedia

Søren Peder Lauritz Sørensen (9 a viz Genver 1868 - 13 a viz C'hwevrer 1939) a oa ur c'himiour danat ganet e Havrebjerg, Danmark.

Adalek 1901 e voe e penn labourva Carlsberg, Kopenhagen. Gantañ e voe degaset ar pH, ur skeul evit muzuliañ an trenkter. Anavezet eo c'hoazh en abeg da ditrerezh formol Sørensen.