Aleksandr Soljenitsyn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
A solzhenitsin.JPG

Aleksandr Isayevitch Soljenitsyn[1] (e rusianeg Алекса́ндр Иса́евич Солжени́цын, distagadur IPA: ɐlʲɪˈksandr ɪˈsaɪvʲɪtɕ səlʐɨˈnʲitsɨn) a oa ganet d'an 11 a viz Kerzu 1918, ha marvet d'an 3 a viz Eost 2008, a oa ur skrivagner rusian, skrivet gantañ danevelloù, dramaoù ha danvez diwar-benn an Istor. Priz Nobel al lennegezh zo bet roet dezhañ e 1974 hag harluet e voe eus an Unaniezh Soviedel e 1974. Distroet e oa d'e vro e 1994.

Brud[kemmañ]

Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en deus roet da c'houzout d'ar bed-holl e oa eus ar Goulag, ar c'hampoù-bac'h labour lakaet war-sav gant ar renad soviedel. Sevel a reas a-du gant ar Jeneral Vlasov(Daveoù a vank), ag al Lu Ruz, troet kein d'e chupenn evit stourm a-gevret gant an nazied.

Soljenitsyn e brezhoneg[kemmañ]

E brezhoneg eo bet embannet e levr Ti Vatriona gant Embannadurioù Al Liamm e 1976. Gant Ernest ar Barzhig eo bet graet an droidigezh, diwar ar galleg.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Gwelet an droidigezh vrezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Emb. Al Liamm, 1976