Treuzviezadenn
An dreuzviezadenn, pe derlinkad[1], a zo ur frazenn hag a c'hell bezañ intentet en ur doare all adalek ma vez graet un pe daou eskemm sonioù (lizherennoù pe silabennoù) evit reiñ da intent traoù fentus ha gros a-wechoù hep terriñ reolennoù ar sevended. Er gelaouenn c'hallek sizhuniek Le Canard enchaîné e vez embannet un nebeud treuzviezadennoù er rubrikenn "Sur l'Album de la Comtesse" (War albom ar gontez).
E meur a yezh e vez kavet treuzviezadennoù hag ur fenomen boutin a-walc'h er c'homz eo an eskemmoù sonioù, ar vetatezenn da skouer. Meur a c'her a vez cheñchet e emdroad dre se.
C'hoarvezout a ra an eilpennadenn en desped d'ar c'homzer e-unan. Reiñ a ra plijadur d'ar selaourien pe dre m'eo bet graet ur fazienn pe dre m'eo bet graet ur fazienn ha lakaet da intent un dra dic'hortoz ouzhpenn.
E Bro-C'hall ez eus un hengoun evit krouiñ treuzviezadennoù a laka da intent traou gros ha revel. Rubrikenn ar Canard enchaîné a ya war an tu-se bewech.
An treuzviezadennoù brezhonek kentañ zo bet savet gant Per-Mari Mevel hag embannet en ur levrig gant Emgleo Breiz e 1982.
Setu ar brudetañ treuzviezadenn e brezhoneg, digant tad an treuzviezadennoù:
- An itron Rous a brest he levr d'an holl. (= an itron lous a brest he revr d'an holl)
Treuzviezadennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Difretañ a rae an eskob e Treglonoù, Brenda. (Plijusoc'h eo ma'c'h anavezit an anv Glenda).
- Arabat mouzhañ war ar foto. (Evit ar re a blij dezho ar motoioù...).
- Plac'hedigoù o ler rous, levr gant Yann Gerven
Rolladurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kermaria (An aotrou...), lesanv Per-Mari Mevel, Treuzviezadennou..., Brest : Emgleo Breiz, 1982
- Per-Mari Mevel, Ar brezhoneg dre an treuzviezadennou, Brest : Emgleo Breiz, 200.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012.