Tal

Eus Wikipedia
Un den moal, dizolo e dal

An tal eo al lodenn eus ar penn a-us an daoulagad, etre gwareg an abrant hag ar blev hag etre an daouividig.

Korfadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan kroc'hen ha kigennoù an tal emañ an askorn tal.

Kennasket gant skourr lagadourel an nervenn trigevell ha gant plezhad an empenn eo nervennoù skiantennel an tal, tra m'eo kennasket e nervennoù loc'hadel gant nervenn an tal.
Skourroù an nervenn-se en daouividig a gas urzhioù an empenn da gigennoù an tal.

E pep ividig ez erru an dalmerenn ividig, a gas ar gwad en tal dre dri skourr.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger tal er
wikeriadur, ar geriadur frank.