Karr

Eus Wikipedia
Karr divrodek eus Cantabria (hanternoz Spagn) a veze sachet gant div vuoc'h. Harp eo e vrec'h ouzh ur vatezh-karr.
Karr stlejet gant oc'hen e Madagaskar
Ur c'harr-tan Packard Twin-6 d'an tsar Nikolaz II troet da garr-biskoulenn gant an ijinour gall Adolphe Kégresse (1879-1943) e 1911

Karr (karroù pe kirri el liester) zo ur ger brezhonek a vez graet eus meur a dra. Dre vras eo ur c'harbed, ur rod pe muioc'h dezhañ, da sachañ pe da zougen traoù pe tud.

Disheñvelet e vez ar c'hirri hervez o ment, pe niver ar rodoù warne, niver ar brec'hioù outo, pe an doare da sachañ anezho.

Sachet e vezont gant loened peurvuiañ, kezeg pe ejened dreist-holl, ezen, chas pe loened all a-wechoù ivez zoken. A-wechoù avat e vezont sachet gant tud, evel ar garrigell. Abaoe diwezh an XIXvet kantved ez eus kirri sachet gant keflusker dre enleskiñ, a vez graet kirri-tan pe kirri-dre-dan anezho, abalamour ma tevont treloskoù kondon.

Karroù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur marc'h-karr, pe ur vatezh-karr zo binvioù da zougen brec'hioù ar c'harr.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger karr er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.