Dereadegezh (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen dereadegezh (saoz: prescription) evit komz eus ar fed ma vez kinniget reolennoù normativel evit implij "reizh" ur yezh resis bennak, da lâret eo ur yezh unvan ganti reolennoù yezhadurel ha reizhskrivañ unvan.
Ne rank ket klotaat dre ret ar reolennoù normativel a gaver en ur "yehzadur dereadegel" pe "normativel" gant an doare ma vez implijet ur yezh gant an dud e gwirionez ha daosut ha ma kemm ar reolennoù dereadegel a-hed ar wezh e kemmont kalz goustadikoc'h evit implijoù gwirion ar yezhoù hervez an doare ma vezont komzet ha skrivet gant an dud, da skouer daosut ha ma ne vez ket implijet ar rannig nac'hañ "ne" e galleg dre gomz perrliesañ, e ranker e implijout dre skrid atav.
Diouzh un tu e talvez reolennoù ur yezhadur deraedegel da unvaniñ ur yezh ha da sikour an dud d'en em gompren an eil re gant ar re all en desped da diforc'hioù lec'hel hag all. Diouzh an tu all avt e c'hell talvez evit muzuliañ pegen desket eo un den bennak hervez ma oar implijet pe get reolennoù ma rankont bezañ desket gantañ er skol hag all.
Gant ar yezhoniezh a-vremañ avat e klasker deskrivañ reolennoù mont-en-dro gwirion ar yezhoù hep lâret hag-eñ eo "reizh" pe "mat" an doare ma vez implijet pe get.
Evit yezhoù 'zo ez eus savadurioù arbennik e karg eus reolennoù normativel ar yezh. Savadurioù ofisiel e c'hellont bezañ, anavezet evel-hen gant ar gouarnamantoù pe zoken krouet war-eeun gante evel da skouer Bòrd na Gàidhlig evit gouezeleg Skos, pe c'hoazh nann-ofisiel evel da skouer Kesva an Taves Kernewek evit ar c'herneveureg.
A-wezhoù e talvez an ensavadur evit ar yezh en he fezh, evel da skouer ar Real Academia Española ("Akadamiezh Rouantel ar Spagnoleg") ganti skourroù e 21 bro disheñvel, ha gwezhoù all ne dalvezont nemet evit ur yezh lieskreizennel en ur vro resis evel da skouer an Académie française.
Setu un nebeud skouerioù all:
- Fryske Akademy ("Akademiezh ar frizeg") evit ar frizeg e Friz;
- Te Taura Whiri i te Reo Māori ("Kuzul ar maorieg") evit ar maorieg e Zeland-Nevez;
- Foras na Gaeilge evit an iwerzhoneg en su ha norzh Iwerzhon;
- Il-Kunsill Nazzjonali ta' l-Ilsien Malti ("Kuzul Broadel ar Malteg") evit ar malteg e Malta;
- Dewan Bahasa dan Pustaka ("Savadur evit ar Yezh hag al Lennegezh") evit ar malayeg e Malaysia ha Brunei;
- Türk Dil Kurumu ("Kevredigezh an Turkeg") evit an turkeg e Turkia;
- Akademio de Esperanto ("Akademiezh an Esperanteg") evit an esperanteg dre ar bed a-bezh